Mont d’an endalc’had

Halldór Kiljan Laxness

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Halldór Laxness)
Halldór Laxness

Halldór Kiljan Laxness a oa ur skrivagner islandek en deus tapet Priz Nobel al lennegezh. Ganet e oa bet d’an 23 a viz Ebrel 1902 ha mervel a reas d’ar 1 a viz C'hwevrer 1998.

Halldór Guðjónsson e oa e anv gwir. Dibab a reas Laxness da anv-pluenn, diwar anv ar gêriadenn ma oa o vevañ pa oa bugel.

Ne oa nemet 14 vloaz pa voe embannet e skrid kentañ er pemdezieg Morgunblaðið. Goude-se ne baouezas ket da skrivañ a-hed e vuhez. E romant kentañ a voe skrivet gantañ pa oa 17 vloaz. Goude ar brezel bed kentañ e veajas kalz a-hed hag a-dreuz Europa hag ar Stadoù Unanet. E 1923 e teuas da vezañ katolik ha tremen a reas amzer e manatioù hag e penitioù e Londrez, e Lorda (Lourdes) hag e Roma. D’ar mare-se eo e kemeras an anv Kiljan, diwar anv ar sant eus Iwerzhon. Un nebeud bloavezhioù war-lerc’h avat e troas kein ouzh ar gatoligiezh hag e teuas da vezañ komunour.

E 1930 e tistroas Laxness da Island. Skrivañ a reas skridoù a blede gant buhez ar bobl. E 1932 ez eas da veajiñ d’an Unaniezh Soviedel ha tamm-ha-tamm e voe heuget gant ar stalinouriezh ha gant ar baourentez a rene eno. Dilezel a reas e gredennoù komunour diwezhatoc’h hag en em dreiñ a reas war-zu relijionoù ha prederouriezh broioù reter Azia.

E 1955 e voe roet Priz Nobel al lennegezh da Halldór Kiljan Laxness.

  • Barn Náttúrunnar (1919)
  • Nokkrar Sögur (1923)
  • Undir Helgahnúk (1924)
  • Vefarinn Mikli fra Kasimir (1927)
  • Kvæðakver (1927)
  • Salka Valka (1931/32)
  • Sjálfstætt fólk (1934/35)
  • Heimsljos (1937-40)
  • Islandsklukkan (teir levrenn, 1943-46)
  • Atomstöðin (1948)
  • Gerpla (1952)
  • Brekkukotsannáll (1957)
  • Paradísarheimat (1960)
  • Innansveitarkroníka (1970)
  • Kristnihald undir Jökli (1978)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]