Salman Rushdie

Eus Wikipedia
Salmon Rushdie 2012

Ahmed Salman Rushdie (सलमान रश्दी en hindi, سلمان رشدی en ourdoueg) (ganet d'an 19 a viz Mezheven 1947 e Mumbai) zp ur skrivagner saoznek genidik eus India. Dont a reas brud dezhañ gant e eil romant, Midnight's Children (1981), ha gantañ e c'hounezas ar Booker Prize.

Kavet e voe abeg en e bevare romant, The Satanic Verses (1988), gant muzulmaned eus an tu pellañ. Embannet e voe ur fatwa (kondaonidigezh) gant an Ayatollah Khomeini en Iran, o c'hervel ar "vuzulmiz vat" da lazhañ Salman Rushdie abalamour m'en dije kunujennet an islam en e levr, a-hervez. Ret e voe d'ar skrivagner mont kuit diouzh India ha bevañ damguzh en estrenvro. Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ziskouez en-dro e lec'hioù foran avat.

Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa 13 bloaz. Abaoe 2000 emañ o vevañ e New York.

D’an 12 a viz Eost 2022 eo bet goustilhet e-kerzh ur brezegenn e Chautauqua, Stad New York, ha kaset d’un ospital e Pennsylvania[1].

Romantoù skrivet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Grimus (1975)
  • Midnight's Children (Bugale hanternoz) (1981)
  • Shame (Mezh) (1983)
  • The Satanic Verses (Ar gwerzadoù satanazet) (1988)
  • The Moor's Last Sigh (Huanadenn diwezhañ ar Morian) (1995)
  • The Ground Beneath Her Feet (An douar dindan he daoudroad) (1999)
  • Fury (Fulor) (2001)
  • Shalimar the Clown (Ar furlukin Shalimar) (2005)
  • The Enchantress of Florence (Strobinellerez Firenze) (2008)
  • Two Years Eight Months and Twenty-Eight Nights (Daou vloaz eizh miz hag eizh noz warn-ugent) (2015)
  • The Golden House (an tiegezh Golden) (2017)
  • Quichotte (2019)

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]