Alan
Alan zo un anv-badez brezhonek ha saoznek.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Ferdinand Lot e c'hallfe dont eus an anv latin Alanus, a veze graet eus un den eus pobl an Alaned, pa oa bet degaset soudarded eus ar bobl-se, a oa o chom e kostez Iran war-dro deroù ar Vvet kantved, da ziwall ar stêr Liger e-kichen Brezhoned deuet eus Enez Vreizh[1].
Diaes eo krediñ e teufe an anv-se eus an darempred etre Alaned ha Bretoned hepken, eme Léon Fleuriot[2]. Dont a ra moarvat eus ur ger keltiek kozh a gaver roudoù anezhañ en henvrezhoneg, e brezhoneg, en hengembraeg, e kembraeg, en heniwerzhoneg evit envel ul loen gell-rous e vlevenn.
Kavet e vez o talvezout "menn-karv" e Canu Aneirin, B2.28, linenn 1125 : "gnaut i-lluru alan buan bithei", "boas e oa da vezañ mibin evel ur menn-karv"[3].
Degaset e voe an anv-se da Vro-Saoz gant Bretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg ar vro-hont da heul Gwilherm an Alouber en XIvet kantved.
Sant Alan, a oa kembreat a orin, zo bet pevare eskob Kemper er VIvet kantved ; un Alan ivez, a hevelep hini marteze, zo bet sant paeron Korle. Daou briñs breton zo bet anvet Alan : Alan Iañ a voe roue Breizh adalek 890 betek e varv e 907 hag Alan II (910–952) a voe kentañ dug Breizh adalek 936 betek e varv[4],[5].
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Berrstummoù : Lan, Lanig.
- Evit ar merc'hed: Alana, Alanez.
- Berrstummoù: Naig, Nezig.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alanus e latin
- Alain e galleg
- Alan pe Allan, pe Allen e saozneg
- Alan e poloneg ha slovakeg
- Alano, en italianeg
- Ailin, Alani, en iwerzhoneg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Jones (g. e 1946), blenier-kirri
Un anv kozh eo e Breizh, stankoc'h e Kerne, dre abegoù istorel. Anavezet eo an anvioù-tiegezh Allanig, Alanou, Allano, Alleno hag Abalan.
Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Alan (war-dro ar VIvet pe VIIvet kantved), eskob Kemper, lidet d'ar 27 a viz Kerzu.
- Ar gwenvidig Alan ar Roc'h, pe Alanus de Rupe, er XVvet kantved, lidet d'an 9 a viz Gwengolo a oa breizhat marteze.
- Alan Iañ (marvet e 907), roue Breizh
- Alan II (910-952), kentañ dug Breizh
- Alan III, seizhvet dug Breizh
- Alan IV (c. 1060-1119) lesanvet Alan Fergant, dekvet dug Breizh
- Alan Breizh, kont Naoned
- Alan Kenarzh, kont Kerne (†1058)
- Alan ar Rouz (1040-1093), kont Richmond
- Alan Pentevr, pe Alan an Du (1100-1146), kont Richmond
- Alan IX Roc'han, denjentil.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Dumoulin, beleg ha yezhadurour
- Lan Inizan (1826-1891), beleg ha skrivagner, oberour ar c'hentañ romant e brezhoneg
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan-Gwenog Berr (1913-1974), yezhoniour
- Alan Botrel, barzh, ha kelenner brezhonek
- Alan Dipode, treser, skrivagner ha troer brezhonek
- Alan an Diuzet (1900-1991), skrivagner ha troour brezhonek
- Alan ar Gov (1881-1926), beleg, skrivagner ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek
- Alan Heusaff, yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat
- Alan Kervern, skrivagner brezhonek
- Alan Louarn, broadelour breizhat
- Alan Simon, soner ha skrivagner
- Alan Stivell, telenner ha kaner brezhonek
- Lan Tangi (1951), barzh, bet kelenner brezhoneg e Roudour, breur da Vernez Tangi.
XXIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Martel, skrivagner ha troer brezhonek
- Alan Bates, aktour
- Alan Bennett, skrivagner saoznek
- Allan Octavian Hume (1829-1912), louzawour hag evnoniour
- Alan of Lynn (war-dro 1348 – war-lerc'h 1423), doueoniour
- Alan Moore (g. e 1953), senarioour bannoù-treset
- Alan Price, bet ograouer gant The Animals, a-raok krouiñ Alan Price Set
- Alan Rickman (1946), aktour
- Alan Shearer, melldroader brudet e Newcastle United
- Alan Sillitoe, skrivagner
- Alan Turing, matematikour
- Allan Kardec : anv-pluenn ar gall Hippolyte Léon Denizard Rivail, "reizher ar speredouriezh", brudet mat e Brazil. Gouez dezhañ e vije bet e anv dezhañ pa oa drouiz e Galia.
- Alan Llwyd, barzh, skridvarnour hag embanner
- Alan García Pérez, prezidant ar vro
- Alan, pe Alan Dawazhuoma, ganet en 1987, kanerez sinaat a orin tibetat.
- Allan Pinkerton (1819-1884), igounier
- Allan Ginsberg, barzh beatnik
- Alan Greenspan, armerzhour
- Alan J. Pakula, filmaozer
- Edgar Allan Poe, skrivagner
- Alan Shepard (1923-1998), astraer
- Alan Silvestri, sonaozour
- Alan Duff, skrivagner
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou loen zo anvet Alan pe Alanig e brezhoneg : al louarn, met Alanig a vez graet anezhañ kentoc'h, hag Alanig kof ruz a vez graet eus ar boc'hruz war-dro Landreger.
Krennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan (Haute-Garonne), ur gumun e rannvro Okitania ; enni emañ La Vache d'Alan, lesanv palez eskibien Comminges.
- Alan, ur gêriadenn e Tatarstan, e Kevredad Rusia.
- Alan, ur lec'h en Emirelezhioù Arab Unanet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alain Stéphan, Tous les prénoms celtiques, Éditions Jean-Paul Gisserot - Collection Terre des Celtes, 1999 (ISBN 978-2-87747-395-8)
- ↑ Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne : l'émigration, Payot, 1980, p. 204 (ISBN 978-2-228-12710-3)
- ↑ John T. Koch, The Gododdin of Aneirin: Text and Context from Dark-Age North Britain, Celtic Studies Publications, 1997, p. 9 (ISBN 978-0-7083-1374-9)
- ↑ Albert Deshayes : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée–ArMen, 1995, p. 86 (ISBN 978-2-903708-61-0)
- ↑ Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1990, p. 15 (ISBN 978-2-909924-01-4)