Mont d’an endalc’had

Alan Dumoulin

Eus Wikipedia
Alan Dumoulin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBro-C'hall Kemmañ
Anv-bihanAlain Kemmañ
Anv-familhDumoulin Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Du 1748 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLañveog Kemmañ
Deiziad ar marv11 Mae 1811 Kemmañ
Lec'h ar marvKemper Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherperson, person, skrivagner Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ
Ezel eusSociété nationale des Antiquaires de France Kemmañ

Alan Dumoulin (1748-1811), genidik eus Lañveog, a oa ur beleg breizhat, ha person an Erge-Vras. Skrivet en deus ur yezhadur eus ar brezhoneg e latin, hag un Hent ar Barados.

Beleget e Gwened d’ar 4 a viz Ebrel 1772[1], Alain Dumoulin a voe anvet da gentañ e 1775 da gelenner e kloerdi Plougernevel, ur seurt stagadenn en Kerne-Uhel da gloerdi-meur Kemper. E 1787 e voe anvet da berson en Erge-vras. E-pad an Dispac'h gall en deus kemeret perzh e kendalc'h ar veleien izelañ a gejas gant dileuridi an Trede Stad e Kemper d'an 21 a viz Ebrel 1789[2]. Da gentañ en doa tommet gant mennozhioù an Dispac'h, met nac'hañ a reas touiñ ouzh al lezenn nevez evit an dud a iliz[3]. D'an 2 a viz Mae 1790 e rankas reiñ e blas d'ur beleg touer met kenderc'hel a reas da lavarout an oferenn en ur chapel eus ar barrez[4]. Diskuliet, e oa ret dezhañ kuzhat hag e tivizas mont d'an harlu.

Kavout a reomp anezhañ e Liège e penn-kentañ 1794[5] ha goude-se e Münster - en Alamagn hiziv-  met e dalc’h impalaouriezh Aostria d’ar mare-se. Tennañ a ra gounid eus skoazell an eskob Maximilien-François Aostria, breur yaouankañ Marie-Antoinette, rouanez Bro-C'hall. Dirak gwask an armeoù gall e rankas mont pelloc'h war-du ar sav-heol dindan gwarez Mari-Anna Habsburg-Loren, c'hoar Impalaer Aostria hag abadez chabistr impalaerel Itronezed Nobl Praha[6]. Erruout a reas e Praha e miz Kerzu 1794. E-pad e brantad harlu du-hont e resevas pevar priz lennegel[7] hag embann a reas div oberenn e latin a-raok en em ouestlañ, diwar goulenn an eskob Wenceslas Chlumčanský, da skrivañ ur yezhadur brezhonek e latin a voe embannet e 1800 dindan an titl latinek Grammatica latino celtica.

O tennañ splet eus al lezenn war an amnestiezh evit an divroidi embannet d'ar 26 a viz Ebrel 1802 e tistroas Alain Dumoulin d’an Erge Vras en hañv 1802. Anvet e voe, nebeut amzer goude, person e Kraon, e barrez c'henidik, d'ar 6 a viz Genver 1804. Chom a reas eno ur bloavezhig a-raok bezañ anvet da vikel meur eskopti nevez Kemper (o vodañ Kerne ha Leon hag un tamm eus Bro Dreger), ha person iliz-veur Sant-Kaourantin e Kemper.

Pouezhus eo perzh Alain Dumoulin en adreizhadur an eskopti. Brezhoneger dispar e voe embannet gantañ un oberenn a feiz “ Hent ar Barados”  ha merañ a reas embannadur ur c'hatekiz nevez e brezhoneg e 1807, a zalc'he kont eus ar c'henemglev sinet e 1801 gant Napoleon hag ar Pab.

Mervel a reas d'an 11 a viz Mae 1811. Beziet eo e bered Sant-Loeiz e Kemper. Eontr bras Jozef Graveran e oa, deuet da vezañ eskob Kemper e 1840 hag a gasas e gorf da chapel ar vered.

P'edo e Praha e skrivas e latin ur yezhadur eus ar brezhoneg, ma lenner :

Quin imo, longe ante ante Julii Caesaris seculum, in Britannia minori vigebat celtica lingua ; cum enim Julius Caesar quamdam urbem Britanniae minoris nomine Venetensem (gallice Vannes) obsidione teneret, saepe seaudivisse testatur Celtarem clamorem istum : torr e Benn da Cesar ; quae verba significant : frange Caesaris caput ; ea de re ipse Julius Caesar in libro suo de bello gallico sic scribit : quam terribiles sunt Britones, quando dicunt : "torr e Benn da Cesar". Inde Celticam linguam ex Germania in Angliam, ex Anglia in Britanniam minorem, migrasse ante Julii Caesaris seculum, concludere pronum est.
"
Evit gwir, pell kent mare Julius Caesar e vleunias ar yezh keltiek e Breizh-Vihan ; rak p'edo Julius Caesar o sezizañ ur gêr vihan anvet Venezia (Vannes e galleg), ez eo testeniekaet e klevas alies ar youc'hadeg-mañ : torr e benn da Gaesar , ar pezh a dalv torr e benn da Gaesar  ; Julius Caesar e-unan a skriv diwar-benn kement-se en e levr a-zivout ar brezelioù e Galia : "spontus eo ar Vretoned pa lavaront torr e benn da Gaesar . Alese ez omp techet da lavaret ez eo deuet ar yezh keltiek eus Germania, eus Breizh-Veur da Vreizh-Vihan, kent amzer Julius Caesar."

Brudet eo bet Alan Dumoulin goude ar frazenn-se, dispaket evel-hen : Terribiles sunt Britones quando dicunt "Torr e benn" ! , lavaret dre fent a-wechoù.

  • (la) Encomium regni Bohemiae Genti Bohemicae dedicatum sub auspiciis Celeberrimorum nec non nobilissimorum regni Statuum [« Meuleudi da Rouantelezh Bohemia, kinniget d’ar vroad bohemian dindan paeroniezh Aotrouien veur ha brudet stadoù ar rouantelezh, Praha, Hrabian, 1797, 37p.
  • (la) Musa-Bohema-Catolica, adveniente pragam Archiduce Carolo [« Awen gatolik Bohemia evit donedigezh an Archidug Charlez e Praha »], Praha, 1798, 28 p..
  • (la) Grammatica latino-celtica, Praha, 1800, 194 p..
  • (br) Hent ar barados : pe ar guir Voyen da savetei e Ene, Lequeet e brezoneg gant an Aotrou Al. Dumoulin, chaloni ha Person eus a guoer a Guemper,  Quimper, Ty Y.J.L. Derrien 1805, ademb. 1821 ha 1834.
  1. Bernez Rouz, Alain Dumoulin, un prêtre breton dans la tourmente révolutionnaire, Arkae, 2011, P.6
  2. Jean Savina, Beleien Kerne e dibenn ar renerezh kozh..., Quimper, Imp. Jaouen, 1926, p. 89.
  3. Rouz 2011, p. 12-13.
  4. Lizhiri da berson Landudal, Dielloù departamant Penn ar bed, L250
  5. A. Frézet, Beleien c'hall repuet e Liege e 1793-1794, Paris, Revue d'histoire de l'église de France, 1934, p. 231-242.
  6. " Dre ma reer menneg din eus an urzh bet roet da gas kuit ar veleien c'hall, Péju,Gévoux,Dumoulin ha Le Gac, Disklerian a ran e pouvezimp boued dezho ha kement o deus ezhomm. O vezan em eus bet tro da anavezout o doareou spered e vin kred evito ». Praha, d'ar 24 a viz C'hwevrer 1795. Marie Anne. Dielloù Stad Bro Tchekia, PG 1795 332.
  7. Téphany 1870, p. 229-257.