Alan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Alan zo un anv-badez brezhonek ha saoznek.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Ferdinand Lot e c'hallfe dont eus an anv latin Alanus, a veze graet eus un den eus pobl an Alaned, pa oa bet degaset soudarded eus ar bobl-se, a oa o chom e kostez Iran war-dro deroù ar Vvet kantved, da ziwall ar stêr Liger e-kichen Brezhoned deuet eus Enez Vreizh.[1]
Diaes eo krediñ e teufe an anv-se eus an darempred etre Alaned ha Bretoned hepken, eme Léon Fleuriot[2]. Dont a ra moarvat eus ur ger keltiek kozh a gaver roudoù anezhañ en henvrezhoneg, e brezhoneg, en hengembraeg, e kembraeg, en heniwerzhoneg evit envel ul loen gell-rous e vlevenn.

Kavet e vez o talvezout "menn-karv" e Canu Aneirin, B2.28, linenn 1125 : "gnaut i-lluru alan buan bithei", "boas e oa da vezañ mibin evel ur menn-karv".[3]

Degaset e voe an anv-se da Vro-Saoz gant Bretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg ar vro-hont da heul Gwilherm an Alouber en XIvet kantved.

Sant Alan, a oa kembreat a orin, zo bet pevare eskob Kemper er VIvet kantved ; un Alan ivez, a hevelep hini marteze, zo bet sant paeron Korle. Daou briñs breton zo bet anvet Alan : Alan Iañ a voe roue Breizh adalek 890 betek e varv e 907 hag Alan II (910952) a voe kentañ dug Breizh adalek 936 betek e varv.[4][5]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Evit ar merc'hed: Alana, Alanez.
  • Berrstummoù: Naig, Nezig.

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alan Stivell en Nürnberg, e Gouhere 2007.
Alan, kanerez sinaat
Breizh Breizh

Un anv kozh eo e Breizh, stankoc'h e Kerne, dre abegoù istorel.

Anavezet eo an anvioù-tiegezh Allanig, Alanou, Allano, Alleno hag Abalan.

Banniel Aostralia Aostralia

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

Galia
  • Allan Kardec : anv-pluenn ar gall Hippolyte Léon Denizard Rivail, "reizher ar speredouriezh", brudet mat e Brazil. Gouez dezhañ e vije bet e anv dezhañ pa oa drouiz e Galia.
Kembre Kembre
Banniel Perou Perou
Banniel Sina Sina
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez

Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou loen zo anvet Alan pe Alanig e brezhoneg : al louarn, met Alanig a vez graet anezhañ kentoc'h, hag Alanig kof ruz a vez graet eus ar boc'hruz war-dro Landreger.

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog er yar.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Alain Stéphan, Tous les prénoms celtiques, Éditions Jean-Paul Gisserot - Collection Terre des Celtes, 1999 (ISBN 978-2-87747-395-8)
  2. Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne : l'émigration, Payot, 1980, p. 204 (ISBN 978-2-228-12710-3)
  3. John T. Koch, The Gododdin of Aneirin: Text and Context from Dark-Age North Britain, Celtic Studies Publications, 1997, p. 9 (ISBN 978-0-7083-1374-9)
  4. Albert Deshayes : Dictionnaire des noms de famille bretons, Le Chasse-Marée–ArMen, 1995, p. 86 (ISBN 978-2-903708-61-0)
  5. Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1990, p. 15 (ISBN 978-2-909924-01-4)