Mont d’an endalc’had

Alain Le Goff

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alan ar Gov)

Alain Le Goff, anvet ivez Alan ar Gov, Lan ar Goff, Alan Yann ha marteze Lan ab Yan ivez[1], ganet d'ar 14 Ebrel 1881 e Kerlouan ha marvet d'an 18 Eost 1926 e Lesneven, a oa beleg, skrivagner ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek.

Goude e studioù e skolaj Lesneven ez eas da gloerdi Kemper, ha beleget e voe e 1905 d'an oad a 24 bloaz.
Mestr-studi e voe e Lesneven kent bezañ anvet da gure e Mahalon e 1908, hag e Lambaol-Gwimilio e 1909.
Klañvdiour e voe e-pad ar Brezel-bed kentañ ha goude-se, e 1919, e tremenas un nebeud mizvezhioù e Rieg. Dre ma oa aet e yec'hed da fall ne voe mui evit labourat, neuze e tistroas da Gerlouan ma tiskuizhas e-pad daou vloaz. Pelloc'h e tistroas da Lesneven ma voe chapalan e skol gristen ar baotred ; d'ar mare-se e krogas da ren Kenstrivadeg ar c'hardinal Dubourg, a oa aozet gant Feiz ha Breiz evit bugale ar c'hatekiz. Sevel a reas pezhioù-c'hoari evel An aotrou Keriouas a voe c'hoariet e-kerzh gouelioù ar Bleun-Brug e Lesneven er bloaz 1923.

Levrioù
  • 1922 : Iann an tachou-koz, c'hoariel farsus e pemp arvest great gant Alan Yann, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 47 pajenn.
  • 1923 : An Drouis-Meur Laouenan, romant istorel, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 134 fajenn.
  • 1923  : An aotrou Keriouas pe Feiz ha Breiz, pezh-c'hoari, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-8, 120 pajenn.
  • 1924 : Penaoz komunia ervat, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 64 fajenn.
Kenlabour
  • 1919 : Pevar bloaz : « Ar c'himiad », e Feiz ha Breiz ; barzhonegoù en En Avant, kannadig skolaj Lesneven.
  • Pennadoù er gazetenn Le Courrier du Finistère.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 231-a (ISBN 978-2-7368-0034-5)