Wikipedia:Sifr an deiz/Dielloù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ebrel 2006[kemmañ ar vammenn]

Sul 16 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Romano Prodi in Nova Gorica (2c).jpg
25.224

Goude ur sizhunvezh bet o termal war ar chifroù, sed aze -25.224- an niver a vouezhioù a lañs a zo gant kengevredad an tu kleiz-kreiz, renet gant Romano Prodi, war skipailh Silvio Berlusconi, da geñver votadeg an 9 ha 10 a viz Ebrel 2006 en Italia.

Lun 17 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Warofindep.jpg
100 000


100 000, sed aze, mod pe vod, an niver a dud o deus dibunet e straedoù Dulenn (Iwerzhon) d'ar 16 a viz Ebrel 2006 evit enoriñ emsavadeg 1916. En o zouesk e oa un 2.500 bennaket a soudarded. Ne oa ket bet eus an dibunadeg-se abaoe 1970. Kêr Dulenn a vod enni w.-d. 500.000 a dud.

Meurzh 18 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Europa.eu.png
1 544 123

1 544 123, sed aze an niver, hiriv an deiz, a genrouedaderien europat a faot dezho ober gant an astenn ".eu" e chomlec'h o lec'hienn(où), ha kement-se e-doug 10 devezh hepken. N'eo ken nemet abaoe ar 7 a viz Ebrel 2006 ma c'hall an neb a gar en Europa enrollañ e anv domani gant an astenn-se. Karget eo an aozadur Eurid (The European Registry of Internet Domain Names) d'enrollañ ar goulennoù. Hervez e sifroù eo an Alamaned a zo ar re gentañ (tost 500.000 goulenn), Breizhveuriz an eil re hag Izelvroiz da drede (ouzhpenn 300.000), p'emañ an Italianed (90.000) hag ar C'hallaoued (70.000) pell war-lec'h. Ne ouzer ket pet Breton en deus goulennet kemend-all
Evit mont pelloc'h

Merc'her 19 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Doktorschnabel 430px.jpg
200 000 000

Ur plac'h eus Los Angeles he deus tapet bosenn ar gwerblennoù ar meurzh-mañ. Ne oa ket bet c'hoarvezet kemend-all e kêrbenn Kalifornia abaoe 22 vloaz. Ar paour-kaezh plac'h klañv he dije kroget da gaout arouez ar c'hleñved-se abaoe ar sizhun paseet, hervez pennoù an ospital e-lec'h m'emañ dalc'het. Evito eo bet kontammet gant c'hwen, ar re-mañ o vezañ bet paket gant loened gouez.

Treuzkaset e vez ar vosenn d'an dud gant ar c'hwen tapet ganto ar vakterienn Yersinia pestis. Marvet e vefe bet ouzhpenn 200 milion a dud diwar ar c'hleñved-se en Europa er XIVvet kantved (1/3 eus ar boblañs). Hervez Aozadur bedel ar yec'hed ez eus bet 2.118 den bosennet e 2003, dreist-holl en Afrika.

Yaou 20 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
PalezPeoc'h.jpg
60

60 vloaz zo, d'an 18 a viz Ebrel 1946, eo bet lakaet al Lez-varn etrebroadel en e sav gant ABU (Aozadur ar broadoù unanet). Lec'hiet eo e sez e Palez ar Peoc'h e 's-Gravenhage* en Izelvroioù. Anavezet eo gant 100 riez hiriv an deiz. E-kerzh an 60 vloaz tremenet ez eus bet barnet 74 stad disheñvel ganti. 80 diviz a zo bet tapet ganti ivez, e-doug 106 prosez a dalv kement hag un diverrañ eus istor a-vremañ ar bed. Koulskoude, arabat meskañ an aozadur-se gant al Lez-kastizañ etrebroadel a bled kentoc'h gant an torfedoù a-enep Mab-Den hag a varn tud, ha n'eo ket stadoù. Daoust ma n'eus kazimant tamm galloud ebet gant al lez-varn etrebroadel evit lakaat he divizoù da dalvezout e klasker diskoulmañ enni disemglevioù bras, pe brasoc'h, etre ar broadoù. Ha sañset eo bet divouedet kalzig a vrezelioù ganti hep goût dimp. Evit mont pelloc'h ganti

*Anv ofisiel evit Den Haag (nederlandeg), The Hague (saozneg), La Haye (galleg), La Haia (katalaneg), La Haya (kastilhaneg), An Háig (kembraeg), L'Aia (italianeg), A Haia (portugaleg), Lahey (turkeg)...

Gwener 21 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Death Penalty World Map.svg
2 148
Broioù ma kastizer d'ar marv...
...gwech ebet sañset war-bouez degouezhioù dreistordinal.
...an dud deuet en oad.
...tud kozh ha yaouank.

Hiriv an deiz ez eus 20.000 den kondaonet d'ar marv dre ar bed, o "c'hortoz" ma vo lakaet o c'hastiz da dalvezout, hervez danevell bloaziek Amnesty International bet embannet nevez zo. Daoust ma n'eo ket aes kaout sifroù resis war an dachenn-se e broioù zo, evel e Sina pe e Viêt Nam, e-lec'h m'eo an danvez-se un sekred stad e soñjer ez eus bet lazhet 2.148 den gant ar gouarnamantoù dre ar bed e 2005. 94 % eus an dud bet kaset d'ar marv evel-se a oa lec'hiet e 4 bro hepken : Stadoù-Unanet Amerika, Iran, Arabia Saoudat ha da gentañ Sina (80% eus an hollad da vihanañ). Hervez an aozadur gouestlet da zifenn gwirioù Mab-Den bepred, eo aet traoù zo war wellaat er Stadoù-Unanet warlene, dre m'eo difennet kas tud dindan oad d'ar marv abaoe miz Meurzh 2005 eno. Evit mont pelloc'h ganti

Sadorn 22 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Alekperov.jpg
248 000 000 000

E Rusia e kaver 44 miliarder d'an deiz a hiriv. Pinvidikañ tiegezhioù rusian a vod 248 miliard a zolarioù etre o daouarn, ar pezh a dalv kard produadur diabarzh kriz (PDK) ar vro. E-doug ur bloaz eo aet pouez o yalc'hadoù war bounneraat eus 107 miliard En o mesk hag en o fenn e kaver Roman Abramovitch, gant e 18,2 miliard $, ken 39 vloaz anezhañ, perc'henn war klub mell-droad Chelsea. War-lerc'h e teu Vagit Alekperov (S.o. skeud.), 55 vloaz ha mestr war ar stal Loukoil, kentañ kompagnuniezh-produiñ eoul-maen e Rusia. Talvout a ra e vadoù da 12,7 miliard a zolarioù. An holl viliarderien-se o deus savet fortun bras pa'z o bet frankizaet an ekonomiezh.

Sul 23 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Hamburger sandwich.jpg
300.000.000

An niver a vugale deuc'hek a zo kazimant div wezh brasoc'h hiriv an deiz e Breizh-Veur evit na oa dek vloaz zo, o deus diskleriet arbennikourien zo war ar yec'hed eno digwener. Re lard pe deuc'hek eo ur bugel breizhveuriat a-ziwar dri. Ar c'hleñvedoù liammet gant an deurc'hegezh-se (gwazhied stanket, kalon re lard, diabet…) a laka dija ur samm war stad yec'hel ar rummadoù da zont. Dre ar bed e vefe war-dro 300 million a dud teuc'hek, an hanter anezho o vezañ lec'hiet er broioù paour pe o tiorren o ekonomiezh (marteze 90 milion e Sina). Hervez Danevell 2005 Sifroù Aozadur Kenlabour ha Diorren an Armerzh ez eus 193 milion a dud re dev er Stadoù-Unanet, 89 milion a deuc'hegidi en o mesk, ar pezh a dalvez ouzhpenn 30 % eus ar boblañs ; 24 % zo e Mec'hiko, 22 % en Aostralia hag e Gres, 20 % e Zeland-Nevez, pa'z eo kentoc'h e-tro 9 % e Frañs, Italia, Sveden ha Danmark ha tro 3,2 % e Japan.
Evit mont pelloc'h ganti

Meurzh 25 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Spammed-mail-folder.png
7 300 000 000 ?

Nevez embannet eo bet gant an embregerezh saoz Sophos e zielfennadur trimiziek diwar-benn stad ar spammoù a vez o treiñ-distreiñ war ar Genrouedad. A-fed kevandir, eo Azia kentañ produer "posteloù brein" bepred o tegas 43 % eus ar spammoù dre ar bed. Da eil e kaver Amerika an Norzh hag Europa kenver-ha-keñver, gant 25 % pep hini. Aet eo kalzig war-gresk en eil kevandir, abalamour d'an urzhiataerioù a vilvern o reiñ bod da boelladigoù-spiañ hag a zo o adkas ar spammoù war ar gwiad dibaouez. E-keit-se eo aet war-zigresk an niver a urzhiataerioù spammet er c'hevandir all. Pa seller ouzh ar sifroù dre riez eo ar Stadoù-Unanet a zo er c'hentañ plas gant 23 % eus al "loustonielioù" embannet war ar gwiad. Koulskoude eo aet kalz war-zigresk rak, daou vloaz zo, e veze fardet 1 spamm a-ziwar 2 er SU. Daou abeg pennañ a zo evit-se : difennet e vez gwelloc'h e urzhiataer gant Yann Genrouedader ha kastizoù pounner a zo bet douget a-enep d'ar spammourien genaozet. Da eil e kaver Sina (22 %) ha Korea ar Su (10 %) da drede. Bez emañ Frañs e pevare renk ar stadoù dre ar bed, hag er c'hentañ plas ar broioù europat, o vezañ m'emañ niverus awalc'h ar gomananterien a implij linennoù uhelgas eno bremañ. Na pet spammoù a dro e-mod-se war ar Genrouedad, emezit-hu ? Diaes eo da c'hoût. E 2003 e kave d'an arbennikourien e veze kaset ha degaset 7,3 miliard a spammoù bemdez.
Evit mont pelloc'h ganti Ha

Merc'her 26 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
M997 HMMWV ambulance Iraq.jpg
83

83, sed aze an niver a soudarded amerikan (SU) o deus en em lazhet e 2005. Daoust da strivoù pennrenerezh an Arme evit stourm ouzh ar c'hiz-fall-se eo aet an niver war-gresk hag emañ en e varrañ abaoe 1993. E 2004 ez eus bet 67 emlazh, pa'z eus bet 60 e 2003, bloaz m'eo bet aloubet Irak. Er sifroù-se e kemerer e kont kenkoulz ar soudarded voutin, izili ar Gward Broadel ha soudarded an adarme. Neuze ez eus bet ur feur a 13 emzistruj evit 100.000 den warlene. Uheloc'h eo evit feur peurrest kevredigezh disoudard ar Stadoù-Unanet a oa 10,8 evit 100.000 e 2003. Koulskoude eo tost awalc'h eus feur an emlazh e-touesk an holl Amerikaned oadet eus 18 da 34 vloaz. Diwar an 83 soudarded o deus en em lazhet ar bloaz paseet e kaver 25 aet da Irak pe da Afganistan. Ha padal ez eus bet kaset kalz muioch a bsikologourien warlene evit ober war-dro ar soudarded o vrezeliñ. Met ned eo ket awalc'h hervez Kevredigezh ar soudarded-kozh a gav dezhi e teu 1 soudard a-ziwar 3 d'ar gêr gant strafuilh post-tromatek, pa n'eo ket enkrezet pe diwaskennet.
Evit mont pelloc'h ganti Hag ivez

Yaou 27 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
36

Dilun paseet en deus embannet Martin Torrijos, prezidant Panamá, e felle dezhañ ledannaat ar c'hanol a dreuz e vro a-benn reiñ tro da listri brasoc'h da vont gantañ. Seizh pe eizh bloavezh labour a vefe evit sevel an trede reizhiad skluzioù raktreset. Koust a rafe ar chantier divent-se ouzhpenn 5 miliard a zolarioù hervez M. Torrijos, kentoc'h 8 hervez arbennikourien zo. Ar bigi graet "Panamax" anezho (294,1 m a hirder ha 32,3 m a ledander d'ar muiañ tout) a c'hall tremen dre ar skluzioù evel m'emaint hiriv an deiz. Ar skluzioù nevez savet a vefe hiroc'h (427 m) ha dreist-holl, ar pezh a gont amañ, kalz ledannoc'h (55 m). Desachet e vefe pratikoù ouzhpenn a-benn neuze : dougerioù-endalc'herioù ha tankerioù "post-Panamax", dougerioù-nijerezioù brezel.
Met kalzig a dud a sav o mouezh evit dislavar ar raktres-se pe stourm outañ : Guilllermo Endara, bet prezidant Panamá en a-raok, a gav dezhañ e kousto kalz kaeroc'h ; ar beizanted o deus douaroù e-kichen ar c'hanol hag o deus aon da goll anezho ha da vezañ skarzhet kuit. Tud all a soñj dezho e vefe reizhoc'h sevel diazlec'hioù a bep tu d'ar c'hanol evit diskargañ hag adkargañ an dafar, ha treusdougen anezhañ dre ar c'hanol en e stumm a-vremañ.
Tremen a ra un 14.000 bennaket a listri dre ar c'hanol bep bloaz, ar pezh a dalvez kement ha 4 % eus ar fred etrebroadel war vor.
Met bigi a bep seurt a c'hell mont gant ar c'hanol-se gant ma bae gwirioù-treizh. Evel-se ez eus bet paeet 226.194,25 $ gant al lestr-treizh lufrus Coral Princess d'ar 25 a viz Gwengolo 2003. Aze emañ uhelañ treizhaj bet betek-henn. Padal eo bet paeet an hini izelañ e 1928. Ne oa ket dleet gant ur vag, met gant an neuñvier amerikan Richard Halliburton : 36 cent en doa koustet dezhañ an treizhaj.
Evit mont pelloc'h ganti Hag ivez Webkameraioù

Gwener 28 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Guillaume Seznec01.jpg
82

D’an 11 a viz Ebrel 2006 en deus Bodad-azgwelet ar c’hastizañ Frañs goulennet ouzh Kambr torfedourel Lez-terriñ sammata teuliad Gwilhoù Sezneg, diwar ar reked bet savet e miz Meurzh 2001 gant Marylise Lebranchu, kannadez sokialour pastell-vro Montroulez (Penn-ar-Bed), Gwardez ar sielloù anezhi d'ar c'houlz-se.

En em vodañ a raio al Lez-terriñ d'ar 5 a viz Here 2006, a-benn imbourc'hañ teuliad Gwilhoù Sezneg (skeud. e-tal), bet kondaonet d'ar 24 a viz Du 1923 -82 vloaz zo prestig- d'ar galeoù betek fin e vuhez, evit muntr Pêr Kemener, kuzulier-departamant kanton Landerne ha marc'hadour koad anezhañ, dianket e miz Mae 1923 ha bet biskoazh kavet roud eus e gorf.

Gallout a raio al Lez-terriñ sklapañ ar goulenn-se pe nullañ ar gondaonidigezh, da lâret eo "disammañ memor an anaon", diouzh pozioù al lezenn.

Ar pezh a ouzer dija eo n'haller ket barnañ an afer-se adarre, dre m'emañ marv Gwilhoù Sezneg hag an holl destoù. Asantet en doa hemañ bezañ grasiet e 1946 gant ar Jeneral de Gaulle, goude bezañ bet bac'het e-pad 19 vloaz e Gwiana. Marvet eo bet d'e 75 vloaz d'an 13 a viz C'hwevrer 1954, un nebeud mizioù goude bezañ bet diskaret gant ur c'harr-tan.

Evit mont pelloc'h ganti

Sadorn 29 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
MURAN.gif
800.000 ?

Daouzek vloaz zo e kroge krizañ marevezh Rwanda. E 1994 en deus redek dre ar vro ur barr-follentez en deus padet 100 devezh, adal ar 6 a viz Ebrel, deiz ma voe pulluc'het, n'ouzer ket gant piv just-awalc'h evit c'hoazh, nijerez ar prezidant Hutu Habyarimana a oa war-nez pradañ e Kigali.

An darvoud-se a zo bet un digarez evit reiñ lañs d'al lazhadegoù, aozet gant bezenioù Hutued (Interahamwe), atizet gwech ha gwech all gant propaganda "Radio ha Skinwel Frank ar Mil Menez". Etre 500.000 hag ur milion a dud, marteze 800.000, a zo bet muntret evel-se ganto, ar braz eus ar vuntridi o vezañ Tutsied met ivez Hutued ha Twaed na oant ket evit mont d'o heul.

Kavout a ra ar gouennlazh-se e orin er mare ma veze dalc'het ar vro dindan beli Belgia. An drevadennerien eo o deus savet un disparti na oa ket a-raok, etre an Hutued hag an Dutsied, o lakaat ar re-mañ en un doare gouennel e penn ar vro, o reiñ tro dezho da vezañ perc'henn war ar chatalioù, o tifenn d'ar re all, deuet da vezañ kalz niverusoc'h (90 % eus ar boblañs), da gaout an disterañ galloud dre lezenn ha da cheñch o renk kevredigezhel.

E 2004 eo lakaet al Lez-kastizañ etrebroadel evit ar Rwanda en e sav, a-benn barnañ pennañ kirieien an drailhadegoù. E penn kentañ ar bloavezh 2005 e veze ur 5000 bennak a lezioù-barn, anvet gaçaça, o vont en-dro er c'hêriadennoù. D'an 10 a viz Meurzh 2005 eo barnet ar girieien gentañ. Met kalz anezho o deus gallet tec'het kuit er Burundi, riez stok ouzh hini Rwanda. Lazhadeg Rwanda eo unan eus ar pevar gouennlazh anvet gant ABU (Aozadur ar Broadoù Unanet).

Evit mont pelloc'h ganti Hag ivez

Sul 30 Ebrel[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Gwalldaol en Irak.jpg
34.500

Hervez Adel Abdoul Mahdi, unan eus an tri is-Prezidant irakian, ez eus war-dro 100.000 tiegezh o vevañ e-giz gwir repuidi en Irak daoust dezho bezañ o chom en o bro orin. Abeg pennañ stad an hanter-vilion a dud-se eo an disemglevioù feuls a zo etre ar gumuniezhioù sunit ha chiit hag ar brezel diabarzh. Mont a ra kalz pelloc'h evit Ministr an divroañ a embanne pemzektez zo e oa kentoc'h 11.000 a familhoù o doa tec'het diwar-dro. Ar pezh a zo, ne gemer Ministrerezh an divroaeg e kont nemet an dud a c'houl bezañ rekouret pe bezañ degemeret er c'hampoù. Tabut a zo ivez war orin an divroidi diabarzh-se, ha dreist-holl war an niver a vuntridi. Hervez enklaskoù -ha ne vefent ket direbech anezho- an aozadur Iraq Body Count a zo o talc'h un diaz-jediñ, ez eus bet 34.500 den nann soudard lazhet en Irak da vihanañ, abaoe dibenn Trede Brezel ar Golf, e miz Ebrel 2003.
Lec'hienn Irak Body Count

Mae 2006[kemmañ ar vammenn]

Mercher 3 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
NashvilleProtest2006.jpg
600.000

Etre 500 ha 600.000 a dud, hervez an archerien, a zo bet o vanifestiñ e Los Angeles dilun paseet ha kantadoù a vilionoù all dre ar Stadoù-Unanet, evit stourm ouzh ar rak-lezenn HR 4437, bet votet d'ar 15 a viz Kerzu 2005 gant Kambr an dilennidi. Ar c'hentañ manifestadeg eo abaoe baleadenn ar 25 a viz Meurzh (skeud. e-tal, e Nashville) a-enep d'an destenn-se a lakafe da dorfedourien ar re deuet er vro dre guzh hag ar re o deus o sikouret. Ouzhpenn-se e vefe savet ur voger-stankañ a 1.123 km a-hed ar vevenn gant Mec'hiko, ha ned eo ket ken 130 km evel m'emañ hiriv. An danvez-lezenn-se a zo ar gaoz warni er C'hongres er mare-mañ. Fellout a rae ivez d'ar vanifesterien e vefe roet ur gwir statud keodad da 11 milion bennaket a enbroidi.

Ouzhpenn ur vanifestadeg eo bet. Aozet eo bet un devezh "dienbroek", galvet ma oa an enbroidi da chom hep mont da labourat, hep kas o bugale d'ar skol, na da brenañ an disterañ tra, a-benn diskouez splann evel-se o fouez ekonomikel ha sokial. Ar 1añ a viz Mae n'eo ket un devezh dilabour er SU, daoust ma teu Devezh al Labourerien eus ar vro-se. Met diaes eo goût an efed en deus bet.

E-touez enbroidi SU e kaver da gentañ ar re deuet eus Kreiz-Amerika ha Su-Amerika. Al Latino-Amerikaned a ya evel-se da ober kentañ minolerezh er Stadoù-Unanet abaoe 2003, gant 40 milion a dud diwar 295 milion, ar pezh a dalvez 13 % eus ar boblañs hollek, niverusoc'h evit ar re zu eta. 1/3 anezho a vefe er-maez lezenn. Gant al lusk-se e tlefe bezañ 100 million a latinos e 2050, da lâret eo 25 % eus ar boblañs hollek. Er stadoù lec'hiet e su ar gevredad (Kalifornia, Nevada, Arizona, Mec'hiko Nevez, Texas) e talvezont ouzhpenn 20 % eus ar boblañs. Gennadoù zo deus an armerzh a ya en-dro gras dezho, evel ar sevel-tiez, ar bouedoniezh hag al labour-douar.

Yaou 4 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Polar-bear.jpg
16 119

16 119, sed aze da vihanañ, an niver a spesadoù a zo en arvar dre ar bed hervez al listenn bet embannet dimeurzh gant Unvanviezh etrebroadel evit gwareziñ an Natur. Renablet ez eus bet 40.169 spesad en holl betek-henn, ar pezh a dalvez e vefe 40 % eus ar spesadoù war-nes mont da get, hervez an aozadur-se. Lec'hiet eo hemañ e Suis (Genève). Anavezet e vez e labourioù. 784 spesad a zo aet diwar-dro en un doare ofisiel warlene. 65 anezho a chom bev nemet diwar youl Mab-Den. E-touesk al loened en argoll ez eus an arzhed gwenn, an dourvarc'hed ha gazelenned an dezerzhioù. An divelfenneged a ya da ober an 1/3 eus ar spedaoù kinniget mont da netra. O keñveriañ ar studiadennoù a vez embannet gant Unvanviezh etrebroadel evit gwareziñ an Natur a vloaz da vloaz eo splann e ya ar vevliesseurted war fallaat.
Evit mont pelloc'h ganti Sellit ivez ouzh WikiSpesad

Sadorn 6 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
Nochildlabour.gif
10

Hervez ar rentañ-kont bet embannet diriaou gant Burev Etrebroadel al Labour e ya war zigresk an niver vugale rediet da labourat dre ar bed. Bez e oa 218 million a vugale er stad-se e 2004, pa oant 246 milion pevar bloaz zo. Diskennet eo an niver eus 11 % eta.

Ouzhpenn-se eo bet fonnus awalc'h digresk an niver a vugale oadet etre 5 ha 17 vloaz a rank kas labourioù danjerus da benn : e 2000 e oa 171 milion anezho ha 126 milion pevar bloaz war-lerc'h.

Gant al lusk-se ne vefe kazimant bugel ebet ken o labourat evel-se a-benn 10 vloaz ac'hann, hervez Juan Somavia, pennrener an aozadur etrebroadel. Ur pezh mell labour a chom c'hoazh da gas da benn, met gant an hent mat emeur hervezan bepred.
Evit mont pelloc'h ganti Evit pellgargañ danevell Burev Etrebroadel al Labour

Lun 8 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
558
Dalc'hidiKampX-rayGuantanamo.jpg
Prizonidi e Kamp X-Ray, toull-bac'h
bet kemeret e blas gant Kamp Delta
d'an 28 a viz Ebrel 2002

D'an 8 a viz Mae e embanne adarre Georges Bush jr, Prezidant ar Stadoù-Unanet, e faote dezhañ serriñ kamp-bac'h Guantánamo.

Lec'hiet eo ar c'hamp-se war von morel amerikan Guantánamo, staliet en un aber e gevred enez Kuba abaoe 1898 hag a vez feurmet gant gouarnamant Washington da hini La Habana, evit 4 085 $ bep bloaz, sañset.

War-dro 7.000 soudard a labour eno. Bac'het e vez aze tud dekred warno evit bezañ e al-Qaeda, talibaned bet tapet en Afghanistan pe enebourien bet skrapet en Irak. 558 den a zo dalc'het e Guantánamo, hervez ar rollad bet embannet d'an 19 a viz Ebrel 2006 gant ar Pentagon.

Kavet e vez daou doull-bac'h pennañ e Guantánamo : Kamp Delta ha Kamp Iguana. 5 kreizenn distag an eil eus eben a ya da ober ar c'hamp kentañ, kreizenn 1, 2, 3, 4 ha "Hekleo" oc'h anvioù. An teir c'hreizenn gentañ a c'hell vodañ enno 800 den, pep dalc'had o vezañ e-unan-penn, hep an disterañ darempred gant ar re all. En trede hini e vez goulennataet an dud. E kamp Iguana e vez dalc'het ar grennarded oadet etre 13 ha 15 vloaz.
Pellgargañ listennad ar 558 dalc'hidi (Ebrel 2006)
Lec'hienn ofisiel diazlec'h Guantánamo
Kartenn ar c'hamp-bac'h

Yaou 11 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
7.000.000
Electronic Entertainment Expo.png
Logo E3

Dalc'het eo er mare-mañ brasañ saloñs etrebroadel ar c'hoarioù video hag an dudi niverel. Anvet eo E3 ar saloñs-se, evit Electronic Entertainment Expo, ar pezh a dalvez kement ha "Diskouezadeg an Dudi Elektronek". Digoret eo bet ar saloñs-se d'an 9 a viz Mae 2006 e Palez kendalc'hioù Los Angeles (Kalifornia), war ul leur a 50.000 m². Dalc'het e vo betek an 12 a viz Mae 2006. N'eo ket digor d'an holl dud met d'an dud a vicher ha d'ar gazetennerien hepken.

Un digarez eo evit un 400 bennaket a embannerien ha diorroerien c'hoarioù video da ginnig o froduioù nevez pe ar re a zo war ar stern ganto. Evel-se en deus diskouezet ar pennembregerezh japanat Sony e danvez penel PlayStation 3 (PS3) a vo lakaet en gwerzh e miz Du 2006, p'en deus lakaet Microsoft e hini, Xbox 360 anezhañ, da zont er-maez c'hwec'h miz zo. Sañset e lakao Nitendo unan nevez (anvet Wii) war ar marc'had e dibenn ar bloaz, a-benn kemer plas ar GameCube. Al lañs tapet gant ar stal amerikan a zlefe lakaat anezhi e kentañ renk ar varc'hadourien benelioù video e-pad ur mare. Bez emañ Microsoft e soñj gwerzhañ 5,5 milion skouerenn eus ar penel Xbox 360 a-benn miz Gouere 2007.

Tro mil c'hoari video nevez a zo diskouezet ivez da geñver ar saloñs. Eus ar c'hiz eo ar c'hoarioù a-stroll enlinenn, evel World of Warcraft, bet embannet gant Blizzard Entertainment e miz Du 2004, hag a vod hiriv an deiz ur
7 milion
bennak a c'hoarierien dre ar bed.


Lec'hienn ar Saloñs E3

Sadorn 13 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
7
[[Skeudenn:Dihun-Breizh.jpg 120px]]
Logo Dihun Breizh

Echu eo e harz-debriñ gant Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun, abaoe an 10 a viz Mae 2006. Padet en deus 22 devezh en holl. Deuet eo a-benn Y. Baron gant e stourmadeg, da lakaat renerezh an deskadurezh katolik da vont war-raok evit diorren ar c'helenn divyezhek brezhoneg-galleg.

Divizet ez eus bet eta digeriñ 7 klasad divyezhek nevez en c'hentañ derez : 2 e Penn-ar-Bed (Plouvorn ha Plouarzhel), 1 en Aodoù-an-Arvor (en un tu bennak en Treger), 1 en Liger-Atlantel (Pornizh) ha 3 er Mor-Bihan (Mêlrant, Surzhur ha Gwened).

Divizet ez eus bet ivez gant Poellgor an Deskadurezh Katolik lakaat ur garta en he sav e kenlabour gant Dihun, a-benn programmiñ war meur a vloaz diorren ar skolioù divyezhek.

En distro-skol 2005 e oa 10.407 bugel skoliataet er c'hlasoù divyezhek e Breizh, 3.649 anezho o vezañ en Deskadurezh katolik (35 %).
Evit mont pelloc'h ganti
Lec'hienn Dihun Breizh
Sifroù ar c'helenn divyezhek kendastumet ha displeget dre ar munud gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg

Lun 15 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
694.000.000

Hervez disoc'h un enklask bet kaset a-benn gant ComScore Media Metrix, un embregerezh staliet er Stadoù-Unanet, e vefe 694 milion a dud dre ar bed o surfiñ war ar Genrouedad. Bez e vefe 152 milion anezho er SU, 75 e Sina, 52 e Japan, 32 en Alamagn, 31 er Rouantelezh Unanet, 25 e Korea ar Su, 24 e Frañs, 19 e Kanada, 17 en Italia hag en India. Sellit ouzh ar gartenn da heul.

Kastizet eo pouez an Amerikaned e-skoaz ar re all. Ur genrouedader a-ziwar pemp a zo o chom er Stadoù-Unanet pa teu ur 1/4 eus ar "boblañs enlinenn" eus Azia bremañ.

Pa kemerer e kont an amzer baseet en linenn eo Israel a zeu da gentañ gant un geidenn a 57,5 eurvezh dre miz ha dre zen. Da eil e kaver ar SU, Finland da drede, ha goude Korea ar Su hag an Izelvroioù.
Evit mont pelloc'h ganti

Merc'her 17 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
1.300.000
MerapiFromSpace.jpg
Menez Merapi o vurezhiñ (Eost 2003).

Dihunet eo ar menez-tan Merapi abaoe kreiz miz Ebrel 2006. Lec'hiet eo war Enez Java, unan eus an inizi a ya da ober Indonezia.

Abaoe an 13 a viz Mae 2006 e vez klasket diblasañ un 34.000 bennaket a dud o chom e trowardroioù al lec'h danjerus-se. D'al lun 15 a viz Mae ne oa ket an hanter anezho er maez a zañjer. D'ar meurzh 16 ez eo 22.000 den a zo bet lakaet er gwasked. Poan o deus ar wazhed tec'hout o tilezel o eostad hag o chatal war o lerc'h.

Bev-birvidik eo ar menez-tan-mañ hag evezhiet a-dost abaoe kreiz ar bloavezhioù 1920 : disloñket e vez gantañ bep daou pe dri bloaz, hep ober drouk. Dislonkadennoù bras a vez bep 10 pe 15 bloaz. A-wezhioù eo grevusoc'h evel e 1930 pa'z eus bet lazhet 1.400 den dre e faot.

Ken stank m'eo ar boblañs eno ma'z eus 1,3 milion a dud en holl en arvar. Ouzhpenn 100 menez-tan bev a gaver en Indonezia, dreist-holl a-hed ar pezh a enveler al lagadenn dan pe ar gouriz-tan.
Evit mont pelloc'h ganti : Merapi

Yaou 18 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
80
Kartenn Heñvelrevelezh.png
Statud an heñvelrevelezh dre riez.

Bloaz zo, d'ar 17 a viz Mae 2005, e veze roet lañs d'ar c'hentañ Devezh etrebroadel evit stourm ouzh an homofobiezh, gras da Louis-Georges Tin, ur skolveuriad gall, bet embannet "Geriadur an enepheñvelrevelezh" dindan e renerezh.

Savet eo bet an devezh-se goude an tabutoù dipitus oa bet da vare ar c'hendivizoù aozet e Kambr kannaded Frañs e 2000 diwar-benn feur-emglev keodedel ar c'henskoazell.

Dibabet eo bet an deiz-se, ar 17 a viz Mae, evit degas da soñj eo d'ar 17 a viz Mae 1990 m'en deus Aozadur bedel ar yec'hed dilemet an heñvelreizhelezh a-douesk ar c'hleñvedoù-spered.

Pal an devezh-se eo aozañ darvoudoù (kendivizoù, abadennoù er skolioù, luc'hvannadennoù…) a-benn kizidikaat an dud war an homofobiezh.

E 2005 ez eus bet 40 riez o kemer perzh en devezh-lid-se, 50 a oa ar bloaz-mañ.

Bez ez eus c'hoazh 80 bro dre ar bed a gav d'o renerien eo an heñvelrevelezh un torfed. E-touesk a re o deus ar charia da lezenn-stur (Soudan, Arabia Saoudat, Koweit, Iran, Yemen) e vez lazhet tud en abeg da-se. E broioù all, evel e Brazil, daoust m'eo er-maez lezenn bezañ enepheñvelrevel, eo feuls ar gevredigezh a-enep d'ar re a blij dezho tud heñvel o rev.
Evit mont pelloc'h ganti : Porched ar revelezh denel

Gwener 19 Mae[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
17.800.000
Fc barcelona.gif
Logo Futbol Club Barcelona (Katalonia)

D'ar 17 a viz Mae 2006 eo bet trec'h skipailh mell-droad Futbol Club Barcelona war hini Arsenal Football Club (Londrez), da geñver gourfenn Kevre ar gampioned (2-1). Dav eo bet d'ar c'hlub katalan gortoz 12 vloaz-pad evit ma yafe ar maout gantañ adarre er c'hampionad-se. N'eo ket ken souezh an disoc'h dre ma'z eo bet mestroniet ar c'hrogad gant c'hoarierien ar Barça : e-pad 64 % eus an amzer-c'hoari eo bet ar volotenn ganto ; un 20 bennaket a dennoù o deus gallet distagañ, ar pezh a zo kalzig evit krogadoù a live evel-se.

Ha n'eo ket nemet war an dachenn football m'eo aet ar maout gant skipailh Barcelona. Un taol-kaer he deus graet ivez a-fet gopr rak 17,8 milion a euroioù a yelo ganti, pa'z ay 15,3 milion € gant Gunners Londrez.

598 milion € a zo bet rastellet gant Unaniezh Europa ar Vell-droad en holl evit ar c'houlzad-mañ, diwar ar gwirioù skignañ a vez paeet gant ar chadennoù skinwel dreist-holl. 453 milion € a vo rannet etre an 32 skipailh bet o kemer perzh er c'hampionad, 22 milion en o zouez evit kevre pep riez. Dre ar fed da gemer perzh er gevezadeg-se en deus pep klub un treziad a 1,6 milion € ha 321.000 € evit pep krogad.
Evit mont pelloc'h ganti :
Lec'hienn Unaniezh Europa ar Vell-droad
Lec'hienn ar Barça

Mezheven 2006[kemmañ ar vammenn]

Lun 12 Mezheven[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
449
Manhattan at Dusk by slonecker.jpg
Penn nec'h Empire State Building (New-York)

Empire State Building eo ur savadur doare skrab-oabl anezhañ, lec'hiet e New York. Uhelañ batis a seurt-se eo er Stadoù-Unanet abaoe ma'z eo bet diskaret tourioù gevell World Trade Center d'an 11 a viz Gwengolo 2001.

Savet eo bet anezhañ e giz "Arzh Deko" gant ar stal Shreve, Lamb & Harmon Associates. Peurchuet eo bet e 1930. E uhelder eo 381 m, 449 m pa vez kemeret ar stign e kont. Ar stign-se a zo bet ouzhpennet a-benn stagañ ar Zeppelined outañ. 102 estaj a gaver ennañ.

Igoret eo bet d'ar 1añ a viz Mae 1931 met n'eo ken er bloavezhioù 1940 m'eo bet feurmet an holl ranndioù ennañ. Abalamour da Enkadenn 1929 e veze diaes feurmiñ burevioù a-raok an eil Brezel Bed, se a zo kaoz e veze graet "Empty State Building" anezhañ gant Newyorkiz, "empty" o talvezout kement ha goullo, didud.

Er 86vet estaj ez eus ul leurenn welet a vez darempredet bep bloaz gant 3,5 milion a dud da vihanañ.

Evit mont pelloc'h ganti :
Lec'hienn ofisiel
Wiki saoznek
Webkamera

Yaou 15 Mezheven[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
75
KenavoRoba.jpg
Kenavo Roba

Aet eo ar saver bandennoù treset Jean Roba er gevred d'ar 14 a viz Mezheven 2006 en e gêr c'henedik, d'e 75 vloaz. Ganet e oa bet d'an 28 a viz Gouere 1930 e Brusel.

A-raok stagañ da sevel bandennoù treset en doa labouret war dachenn an engravañ, ar moullañ ha da c'houde, en-dro d'e 16 vloaz, e oa aet da dreser e metoù ar bruderezh. A-barzh kregiñ ganti e oa bet stummet war ar c'hlinkerezh diabarzh hag an design ivez.

Azalek 1957 en em laka da ober war-dro daou heuliad bannoù treset evel saver, skridaozer ha treser, an eil hag egile o vezañ embannet e galleg er gazetenn Spirou ha goude gant Dupuis, deuet da vezañ ti-embann ar mareadeg-se :

  • An heuliad La Ribambelle, ma c'haller lenn ennañ troioù-kaer ul lostennad moused.
  • An heuliad Boule et Bill, bet krouet gantañ e kompagnunezh Maurice Rosy, a zeu er-maez adal 1959, stag ouzh kazetenn Spirou, e stumm un albom dister-tout, da didroc'hañ ha da sevel gant Yann Lenner. Kontañ a ra ar vandenn dreset-se troioù fentus ur polok hag e gi. 28 albom a ya da ober ar rummad-se.

Adalek 1999 e krog an ti-embann Bannoù-Heol, staliet e Kemper ha renet gant Arno Elegoed, da embann anezhañ e brezhoneg. C'hwec'h albom disheñvel o kontañ istorioù Boulig ha Billig a zo deuet er-maez gantañ betek-hen :

  1. Sell 'ta
  2. C'hoarzh c'hoarzh
  3. Waou Allo Billig ?
  4. Ar pevar Amzer
  5. Na pebezh cholori
  6. Bagadig Billig

Harpet en doa Jean Roba gant e labour e 2003, klañv ma oa gant ar remm en e zaouarn. Karget en doa Laurent Verron, bet o skoazellañ anezhañ etre 1986 ha1989, da zerc'hel gant an erv.

Div wech ez eus bet savet tresadennoù bev evit ar skinwelerezh diwar an heuliad Boulig ha Billig, unan anezho er bloavezhioù 1960, hag unan all a c'haller sellet outo bepred war ar chadenn TF1.

Evit mont pelloc'h ganti :
Lec'hienn an ti-embann Dupuis
Lec'hienn Bannoù-Heol
Lec'hienn un den sod gant Jean Roba hag e oberenn

Sadorn 24 Mezheven[kemmañ ar vammenn]

Sifr an Deiz
175
Harriet.jpg
Harriet d'he 174 vloaz.

Marvet eo ar vaot « Harriet » d’an 23 a viz Mezheven 2006, klañv ma oa gant he c'halon.

Ur vaot ramz eus Inizi Galápagos e oa, bet ganet tro ar bloavezh 1830 hervez an arnodennoù gwad bet graet dezhi. D’ar 15 a viz Du 2005 e oa bet lidet he 175vet deiz-ha-bloaz. Dre-se a veze sellet outi evel ar c’hoshañ aneval bev dre ar bed betek-henn.

Kaset e vefe bet da Londrez e 1835, pa oa 5 bloaz eta, gant ar skiantour Charles Darwin o tont war e giz eus an inizi-se, a-hervez. Padal e vez dislavaret ar fed-se gant arbennikourien zo, a gav dezho eo Harriet eus un isspesad a gaver war un enez n'eo ket bet darempredet gant Darwin, gwech ebet.

E-pad kant vloaz e veze graet « Harry » anezhi dre ma soñje d’an dud e oa ur par.

E 1988 eo bet fiziet da zoo Aostralia, lec’hiet e norzh ar vro, e-lec’h ma kave d’an dud he dije bevet betek he 200 vloaz da vihanañ.

E-touesk al loened brudet abalamour d’o oad kozh e c’haller ober keal eus :

Evit mont pelloc'h ganti: [1]