Silvio Berlusconi

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Silvio Berlusconi
Silvio Berlusconi
Ministr Kentañ Italia
Er galloud
27 Ebrel 1994 – 17 Genver 1995
11 Even 200117 Mae 2006
8 Mae 200812 Du 2011
A-raok :Carlo Azeglio Ciampi
Giuliano Amato
Romano Prodi
War-lerc'hLamberto Dini
Romano Prodi
Mario Monti
29 Gwengolo 1936
Milano, Italia
Strollad politikel
PriedCarla Dall'Oglio (1965)
Veronica Lario (1985)

Ganet eo Silvio Berlusconi d'an 29 a viz Gwengolo 1936 e Milano. Prezidant ar C'huzul eo bet en Italia dre deir gwech etre 1994 ha 2011. A-douez an holl brezidanted eus ar C'huzul eo an hini a zo chomet ar pellañ e penn ar stad Italian.

Penn-embregerezh eo. E 1960 e savas e stal sevel tiez : Cantieri Riuniti Milanesi S.p.a. E 1978 e krouas Telemilano, ur chadenn skinwel dre ar fun a skign abadennoù e Lombardia penn-da-benn. E 1986 e krogas da brenañ chadennoù e pevar c'horn Europa: ar Bempvet e Frañs (1986), Telefünf e Alamagn (1987), Telecinco e Spagn (1989).

Gant ar sport e krogas da astenn e levezon ivez pa brenas skipailh mell-droad ar Milan AC e 1986.

E strollad-embregerezhioù Fininvest eo an eil strollad prevez en Italia. An den pinvidikañ en Italia eo.

E 1994 e krogas gant ar politikerezh. Mignon da Vettino Craxi (rener ar Strollad Sokialour Italian) e oa ha lakaet e voe diaes gant enklaskadeg Mani Pulite. Forza Italia eo anv ar strollad a savas ha mont a reas an trec'h gantañ en dilennadegoù goude bezañ savet un emglev gant Kevre an Norzh (Lega Nord). Ar re-mañ a savas a-eneptañ buan a-walc'h avat hag echu e voe gant gouarnamant Bersluconi.

E miz Mezheven 2001 ez eas da benn ar vro adarre. E penn un emglev edo etre Forza Italia, an Emglev Broadel, (Alleanza Nazionale), an UDC hag al Lega Nord. Emañ e penn ar gouarnamant abaoe ha pa vefe bet meur a cheñchamant en e skipailh (19 en ur ober 4 bloaz). Ar gouarnamant a zo bet padet an hirañ eo e istor ar Republik.

Aet eo er-maez gant e gostezenn e miz Ebrel 2006 avat, ha Romano Prodi an hini a zo aet e-barzh gant an tu kleiz en e lec'h. Distreiñ a ra buan e penn an traoù e 2008 met e miz Du 2011 e ro e zilez hag aet anvet an armerzhour Mario Monti en e lec'h.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ Ministred Italia
 Rouantelezh Italia  Cavour | Ricasoli | Rattazzi | Farini | Minghetti | La Marmora | Ricasoli | Rattazzi | Menabrea | Lanza | Minghetti | Depretis | Càiroli | Depretis | Càiroli | Depretis | Crispi | Starrabba | Giolitti | Crispi | Starrabba | Pelloux | Saracco | Zanardelli | Giolitti | Tittoni | Fortis | Sonnino | Giolitti | Sonnino | Luzzatti | Giolitti | Salandra | Boselli | Orlando | Nitti | Giolitti | Bonomi | Facta | Mussolini | Badoglio | Bonomi | Parri | De Gasperi
Flag of Italy (1861–1946).svg
 Republik Italia  De Gasperi | Pella | Fanfani | Scelba | Segni | Zoli | Fanfani | Segni | Tambroni | Fanfani | Leone | Moro | Leone | Rumor | Colombo | Andreotti | Rumor | Moro | Andreotti | Cossiga | Forlani | Spadolini | Fanfani | Craxi | Fanfani | Goria | De Mita | Andreotti | Amato | Ciampi | Berlusconi | Dini | Prodi | D'Alema | Amato | Berlusconi | Prodi | Berlusconi | Monti | Letta | Renzi | Gentiloni | Conte | Draghi | Meloni |
Emblem of Italy.svg