Aldo Moro
Neuz
Aldo Romeo Luigi Moro, pe Aldo Moro ent berr, (23 Gwengolo 1916 – 9 Mae 1978) a oa ur politiker italian eus ar gostezenn Democrazia Cristiana (DC). Kentañ Ministr Italia e voe eus 1963 da 1968, hag adarre eus 1974 da 1976. En holl e tremenas ouzhpenn c'hwec'h vloaz er garg-se. Emglev a reas gant penn ar gomunourien, Enrico Berlinguer, hag abalamour da se e seller outañ evel unan eus tud pouezusañ ar vuhez politikel italian en XXvet kantved.
E penn ar Strollad Demokrat Kristen (Democrazia Cristiana, DC) e oa Aldo Moro hag un den barrek e oa d'ober emglevioù gant politikerien all, ken e diabarzh e gostezenn ken en diavaez. Skrapet e voe d'ar 16 a viz Meurzh 1978 gant ar Brigadennoù Ruz ha lazhet e voe goude bezañ dalc'het ganto 55 devezh.