Brigadennoù Ruz
Deiziad krouiñ | 1966 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Brigate Rosse |
Tachenn labour | left-wing terrorism, communist terrorism |
Prezidant | Renato Curcio, Alberto Franceschini, Margherita Cagol |
Stad | Italia |
Luskad politikel | tu-kleiz pellañ |
Darvoud-alc'hwez | kidnapping of Aldo Moro, Kidnapping of Pietro Costa |
Deiziad divodañ | 1988 |
Ar Brigadennoù Ruz (italianeg: Brigate Rosse) a zo anezhe ur strollad marksour-leninour en Italia sañset da vezañ krouet gant Renato Curcio, ur studier e Skol-Veur Trento e 1969. Pal pennañ ar Brigadennoù Ruz (BR) a zo klask kas an traoù d’ur stad dispac’hel dre ar stourm armet a-benn tennañ kuit Italia diouzh an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) .
Er penn kentañ ne oa oberiant ar strollad nemet e Milano hag e Torino e lec’h ma veze stourmet gantañ a-enep d’an tu dehoù pellañ. Gant izili ar strollad – dreist-holl laboureion/ezed ha studeierion/ezed – e veze distrujet mekanikoù ha burevioù al labouradegoù. E 1972 e voe kaset da benn skrapadeg gentañ ar strollad, mestr-micherour ul labouradeg bet dalc’het gante a-raok leuskel anezhañ da vont kuit.
Goude 1974 ez eas war ledanaat tachenn ar Brigadennoù Ruz betek Roma, Genoa, ha Venezia ha kregiñ a rejont ivez da skrapañ tud a-bouez er vro.
Hervez an disklêriadur bet embannet gant ar strollad e 1975 en deveze da bal: "skeiñ kalet a-enep da galon ar Stad rak ar Stad a zo anezhi ur sammad embregerezhioù impaelour liesvroadel". Kregiñ a rejont da skeiñ kentoc’h war balioù o tennañ d’ar polis, servijoù ar surentez hag ivez ar strollad a veze da neuze e penn ar vro, Democrazia Cristiana.
E miz Mezheven 1974 e voe lazhet evit ar wech kentañ gant ar Brigadennoù Ruz pa varvas dreze daou ezel eus ar strollad faskour, Movimento Sociale Italiano. Da geñver an deiziad-se e voe leusket a-gostez gante hogozik penn-da-benn o labour war an dachenn etre al labourerion.
E 1976 e voe harzet un nebeud izili eus ar Brigadennoù Ruz ha lazhet unan gante ivez. Ar bloaz war-lerc’h e tisklêrias ar strollad e oa bet krouet gante ar Strollad Stourm Komunour evit “kas renkad al labourerion war an hent mat”.
Mont war washaat a rae niver ha krizder an taolioù kaset da benn gant ar strollad a-enep da g-carabinieri ha da varnerion evit pouezañ war ar lêzioù-barn da didamall pennoù an aozadur bet harzet ha kaset d’an toull. Muioc’h mui a studerion a eas da ezel er strollad, ha neubeutoc’h nebeutañ a labourerion a veze kavet etreze.
E 1978 e voe skrapet ha lazhet gant ar Brigadennoù the Brigades ez-Kentañ Ministr Italia Aldo Moro abalamour ma oa bet deuet hennezh a-benn da gaout ur c'henemglev etre Strollad Komunour Italia ha Democrazia Cristiana.
A-drugarez da vuntr Aldo Moro e krogas servijoù surentez ar stad da chaseal ar Brigadennoù da vat. Meur a hini eus an tu-kleiz hag ivez ez-pennoù ar BR en toull zoken a savas a-enep da vuntr ar politikour ha gant ar strollad e voe kollet neuze souten ar boblañs dre vras. Harzet e oa bet kalz a dud liammet ouzh ar Brigadennoù e 1980.
E 1981 e vo skrapet gant ar BR un ofiser eus arme ar Stadoù Unanet, James Dozier, dieubet war-lerc’h gant ar polis. Gallout a reas ar polis herzel izili all en afer-se ha dreze e oa bet tu da herzel meur a hini all da heul.
E 1984 e tisrannas ar Brigadennoù e daou duad: al darn vrasañ eus an izili e Strollad Stourm Komunour (BR-PCC) hag ar re all e Unvaniezh ar Stourmerion Komunour (BR-UCC). Hag er memes bloavezh e voe nac’het ar stourm armet o lâret ne gase da vann ebet gant pevar eus pennoù an aozadur en toull-bac’h, Curcio, Moretti, Ianelli and Bertolucci.
E 1984 e tisklêrias ar strollad e oa bet lazhet Leamon Hunt gante.
E 1985 un nebeud izili italian o chom e Frañs a distroas da Italia. Mont war gresk a rae an niver a dud harzet gant ar polis d’ar c’heñver-se. E miz C’hwevrer 1986 e lazhas ar BR-PCC ez-maer Firenze ha klask lazhañ ivez kuzulier ar C’hentañ Ministr Bettino Craxi. E miz Meurzh 1987 e lazhas ar BR-UCC ar Jeneral Licio Giorgieri e Roma. Hag e 1988 e voe lazhet gant ar BR-PCC ar senedour Roberto Ruffilli. Taol bras diwezhañ ar strollad eo hennezh a-drugarez da niver bras an izili bennañ bet tapet gant ar polis.
Lazhañ a raes ar strollad Massimo D'Antona, kuzulier d’ar C’hentañ Ministr Massimo D'Alema e 1999. Lazhet e voe evit ar wech diwezhañ gant ar BR e miz Meurzh 2002 pa varvas ar c’helenner war an armerzh ha kuzulier da Silvio Berlusconi Marco Biagi goude bezañ tennet warnañ gant ar memes pistolenn bet implijet evit lazhañ D'Antona .
D’an 3 a viz Meurzh 2003, daou ezel eus ar Brigadennoù Mario Galesi and Nadia Desdemona Lioce a dennas war ar polis en un tren e porzh-houarn Terontola. Mervel a reas Galesi hag Emanuele Petri eus ar polis. E miz Here 2003 e voe harzet c’hwec’h ezel eus ar BR e Firenze, Sardinia, Roma ha Pisa liammet ouzh muntr Massimo D'Antona.
Hiziv an deiz ez eo diaezet goût pet a tud a souten c’hoazh politikerezh ar Brigadennoù Ruz, met nebeutoc’h evit 50 den moarvat. Ouzhpenn an daou duad istorel pennañ ez eus komz ivez eus daou duad posupl nevez ivez: "Kelloù Proletaer Armet" (italianeg "Nuclei Armati Proletari") ha "Linenn Gentañ" (italianeg "Prima Linea").