Giorgia Meloni
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Giorgia Meloni |
| Anv-bihan | Giorgia |
| Anv-familh | Meloni |
| Deiziad ganedigezh | 15 Gen 1977 |
| Lec'h ganedigezh | Roma |
| Tad | Francesco Meloni |
| Mamm | Anna Paratore |
| Breur pe c'hoar | Arianna Meloni |
| Kompagnun(ez) | Andrea Giambruno |
| Kar | Francesco Lollobrigida, Nino Meloni, Zoe Incrocci |
| Yezh vamm | italianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg, saozneg, galleg, spagnoleg |
| Yezh implijet dre skrid | italianeg |
| Micher | politiker, kazetenner |
| Tachenn labour | Politikerezh |
| Lec'h labour | Palazzo Chigi |
| Strollad politikel | Brothers of Italy |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | first voting round of 2016 Rome municipal election, 2022 Italian parliamentary election |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Luskad politikel | tu dehoù pellañ |
| Ideologiezh politikel | national conservatism, right-wing populism |
| Prizioù resevet | Grand Cross of the Order of the White Rose of Finland, Order of Liberty |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.giorgiameloni.it/ |
Giorgia Meloni (distaget /ˈdʒordʒa meˈloːni/ en italianeg), ganet d’an 15 a viz Genver 1977 e Roma, zo ur bolitikourez italian, prezidantez Kuzul ar Vinistred abaoe an 22 a viz Here 2022.
Bet ezel eus al Luskad Sokial Italian, an Emglev Broadel ha war-lerc'h Pobl ar Frankiz, kannadez eo abaoe 2006, ha ministrez evit ar Yaouankiz e pevarvet gouarnamant Silvio Berlusconi (2008-2011).
E 2022 e kengrouas ar strollad broadel-mirour Breudeur Italia (Fratelli d'Italia, FdI) ; prezidantez anezhañ eo adalek 2014. E 2018 e oa FdI ezel eus ar c'hengreveadur tu kreiz dehoù, hag ar strollad bras nemetañ ar Parlamant hag edo e tu enep gouarnamant Mario Draghi. Pa greskas ar mennadoù mouezhiañ evit he strollad ha p'edo muioc'h-muiañ er mediaoù e voe dilennet Meloni kadoriadez Strollad ar virourien hag an adreizhourien Europa e 2020, ur garg embreget ganti betek 2025.
Gounit a reas FdI un trec'h bras e dilennadegoù ar Parlamant e 2022. D'an oad a 45 bloaz e teuas Giorgia Meloni da vezañ ar vaouez kentañ e penn prezidantelezh Kuzul ar vinistred.

E 2024 e voe disklêriet Meloni an trede maouez c'halloudusañ er bed gant Forbes, hag e-touez an dud levezonusañ er bed hervez ar gelaouenn Time, pa voe embannet gant ar media politikel stadunanat Politico e oa den galloudusañ Europa e 2025.
Mennozhioù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giorgia Meloni a zo katolik ha mirour, he c'hredennoù politikel a zo berr-ha-berr "Dio, patria, famiglia" ('Doue, mammvro, familh'). Pennadiñ a ra ouzh an eutanaziezh, an dimeziñ heñvelrevel hag an "homogerentelezh". Kavout a ra ivez abeg er bedelouriezh. Difennet he deus ar mennozh sevel ur blokus-mor ouzh an enbroañ er-maez lezenn met n'he deus ket lakaet anezhañ e pleustr morse. Troet mat eo gant Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA), met euroamgredik e chom zoken ma kav gwelloc'h lavaret eo "eurobeziadek" ("eurorealist"). Broudet he deus darempredoù gwelloc'h gant Rusia a-raok aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, ar pezh a zo bet kondaonet ganti, ha gouestlet he deus da genderc'hel da gas armoù da Ukraina.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2015 e krogas Meloni da zaremprediñ Andrea Giambruno (it), ur c'hazetenner hag a laboure evit chadennoù skinwel Mediaset[1]. Bet o doe ur verc'h e 2016[2][3]. Embann a reas o disparti d'an 20 a viz Here 2023.
Ouzhpenn an italianeg e oar Meloni saozneg, spagnoleg ha galleg[4].
Sot eo Meloni gant ar fantazi, Aotrou ar Gwalennoù ha J. R. R. Tolkien peurgetket. Pa oa ur stourmerez politikel yaouank el Luskad Sokial Italian (MSI) e kemeras perzh er "c'hamp Hobbit" (it) e 1993, ur festival, ha kanañ a reas gant ar strollad folk Compagnia dell'Anello (it), anvet diwar The Fellowship of the Ring (1954). Diwezatoc'h e anvas he frezegenn bolitikel Atreyu, diwar haroz ar romant The Neverending Story (1979)[5]. War-bouez Tolkien e amc'houl ar prederer mirour saoz Roger Scruton ha disklêriet he deus : "Ma vijen breizhveuriat e vijen un Tory".[6]
Enorioù estren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Finland: Kroaz veur Urzh Rozenn Wenn Finland (2023)[7]
Spagn: Itron Kroaz Veur Urzh Izabell ar Gatolik (2024)[8]
Ukraina: Ezel eus Urzh ar Frankiz (2024)[9]
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meloni, Giorgia (2011). in Podda, Stefano: Noi crediamo, Saggi (in it). Milan : it:Sperling & Kupfer. ISBN 978-8-8200-4932-4. OCLC 898518765.
- (2019) Mafia nigeriana. Origini, rituali, crimini, I saggi (in it). Mantova : Oligo Editore. ISBN 978-8-8857-2325-2.
- Meloni, Giorgia (2021). Io sono Giorgia, le mie radici, le mie idee, Saggi (in it). Rome : Rizzoli. ISBN 978-8-8171-5468-0.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) (2023) I potenti al tempo di Giorgia, Saggi. Milan : Chiarelettere. ISBN 978-8-8329-6633-6.
- (2024) Brothers of Italy and the Rise of the Italian National Conservative Right under Giorgia Meloni. London : Palgrave Macmillan. ISBN 978-3-0315-2188-1.
- (en) Jan-Werner Müller, No one is further right than me, London Review of Books, levrenn 47, n°5, 20/05/2025
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Lec'hienn ofisiel
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Giorgia Meloni separates from partner after threesome comment", The Times (20 a viz Here 2023).
- ↑ "Ginevra, 'sorellina d'Italia': è nata la bambina di Giorgia Meloni" (in it), Corriere della Sera (16 a viz Gwengolo 2016).
- ↑ "A destra vogliono una famiglia tradizionale. Ma non per loro" (in it), La Repubblica (30 a viz Eost 2022).
- ↑ Kington, Tom (21 a viz Gwengolo 2022). "My win can help Spanish right triumph, says Giorgia Meloni".
- ↑ Horowitz, Jason (21 a viz Gwengolo 2022). "Hobbits and the Hard Right: How Fantasy Inspires Italy's Potential New Leader", The New York Times.
- ↑ Farrell, Nicholas (27 a viz Gwengolo 2022). "It is absurd to call Giorgia Meloni 'far-Right'", The Daily Telegraph.
- ↑ (fi) Vuonna 2023 ulkomaalaisille annetut kunniamerkit – Utmärkelsetecken förlänade åt utlänningar 2023 (12 a viz Mae 2023).
- ↑ Real Decreto 1264/2024, de 10 de diciembre, por el que se concede la Gran Cruz de la Orden de Isabel la Católica a determinadas personalidades de la República Italiana. (10 a viz Kerzu 2024).
- ↑ Volodymyr Zelensky awarded Giorgia Meloni the Order of Freedom.