Vittorio Emanuele Orlando
Neuz
Vittorio Emanuele Orlando (19 a viz Mae 1860 – 1añ a viz Kerzu 1952) a oa ur politiker italian.
Kentañ Ministr Italia e voe e dibenn ar Brezel-bed Kentañ. E skridoù zo e vez diskouezet evel un den a roas ur skeudenn fall eus Italia er Guzuliadeg evit ar Peoc'h a oa bet e Pariz e 1919, abalamour ma n'en em gleve ket gant ministr italian an Aferioù Diavaez, Sidney Sonnino ; gant tud all avat eo anavezet evel "Kentañ Ministr an Trec'h", dre ma renas Italia d'ar mare ma oa o stourm ouzh ar Galloudoù Kreiz, a-du gant ar Gevredidi, er Brezel-bed Kentañ.
Goude an Eil Brezel-bed e voe dilennet da gannad er Vodadenn vonreizhañ hag he frezidant e oa pa voe troet Italia en ur Republik.
-
La riforma elettorale, 1883
|