Jean Roba

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Boulig ha Billig

Jean Roba (hag a sine Roba) a zo bet ur saver bannoù-treset. Ganet e oa bet d'an 28 a viz Gouere 1930 e Brusel (Belgia). Marvet eo d'ar 14 a viz Mezheven 2006 en e gêr c'henidik, d'e 75 vloaz.

A-raok stagañ da sevel bannoù-treset en doa labouret war dachenn an engravañ, ar moullañ ha da c'houde, e-tro e 16 vloaz, e oa aet da dreser e metoù ar bruderezh. A-barzh kregiñ ganti e oa bet stummet war ar c'hlinkerezh diabarzh hag an dizagn ivez.

Azalek 1957 en em laka da ober war-dro daou heuliad bannoù-treset evel saver, skridaozer ha treser, an eil hag egile embannet e galleg er gazetenn Spirou ha goude gant Dupuis, deuet da vezañ ti-embann ar mareadeg-se:

  • An heuliad La Ribambelle, ma c'haller lenn ennañ troioù-kaer ur ribitailhad moused.
  • An heuliad Boulig ha Billig, bet krouet gantañ e kompagnunezh Maurice Rosy, a zeu er-maez adal 1959, stag ouzh kazetenn Spirou, e stumm un albom dister-tout, da zidroc'hañ ha da sevel gant Yann Lenner. Kontañ a ra an istorig-se troioù fentus ur polog hag e gi. 28 albom a ya da ober ar rummad-se.

Harpet en doa Jean Roba gant e labour e 2003, klañv ma oa gant ar remm en e zaouarn. Karget en doa Laurent Verron, bet o skoazellañ anezhañ etre 1986 ha1989, da zerc'hel gant an erv.

Div wech ez eus bet savet tresadennoù bev evit ar skinwelerezh diwar an heuliad Boulig ha Billig, unan anezho er bloavezhioù 1960, hag unan all bet skignet gant ar chadenn TF1.

Roba e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1999 e krog an ti-embann Bannoù-Heol, staliet e Kemper ha renet gant Arno Elegoed, da embann bannoù treset an eil heuliad e brezhoneg gant an titl Boulig ha Billig. C'hwec'h albom disheñvel a zo deuet er-maez gantañ:

  1. Sell 'ta !
  2. C'hoarzh c'hoarzh !
  3. Waou ! Allo Billig ?
  4. Ar pevar Amzer
  5. Na pebezh cholori !
  6. Bagadig Billig
  7. Gwad ur c'hocker

Evit mont pelloc'h ganti[kemmañ | kemmañ ar vammenn]