Mont d’an endalc’had

Tref-y-clawdd

Eus Wikipedia
Ar straed vras ha tour horolaj Tref-y-clawdd

Tref-y-clawdd (pe Trefyclawdd pe Trefyclo) zo ur gêr eus Powys, war an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz.

Talvezout a ra anv kembraek ar gêr kement ha “kêr ar c’hleuz”, abalamour m’eo tost da Gleuz Offa, ar voger douar savet en VIIIvet kantved gant an roue Offa Mercia da verkañ ar vevenn etre Kembre ha Bro-Saoz. E saozneg eo anvet Knighton, ur ger savet diwar cniht, «marc’heg» met ivez «gwaz» e saozneg kozh, ha tūn, «kêr», «lec’h annezet».

E 2011 e oa poblet gant 3007 a dud, ha 249 anezho (8,5%) a oa kembraegerien[1].

Gevellet eo Tref-y-clawdd gant :

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.