Castell Caereinion

Eus Wikipedia
Iliz Sant Garmon, Castell Caereinion.

Castell Caereinion (Castle Caereinion e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter kontelezh Powys. Emañ er c’hornôg da gêr Y Trallwng.

Gouestlet eo an iliz da sant Garmon ; eus 1874 eo ar savadur a weler bremañ.

Anvet eo ar gêriadenn diwar ur c’hastell kozh, savet e 1156 gant Madog ap Maredudd e kantrev Caereinion. Kemeret e voe ar c’hastell gant Owain Gwynedd ha distrujet e voe e 1167.

E 2011 e oa 592 a dud o chom e kumuniezh Castell Caereinion ha 86 a oa kembraegerien (15,1%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12. .