Mont d’an endalc’had

Llanbryn-mair

Eus Wikipedia
Llanbryn-mair

Llanbryn-mair pe Llanbrynmair[1],[2] zo ur gêriadenn eus Kembre, e hanternoz Powys, e Sir Trefaldwyn kozh. Emañ er reter da Vachynlleth, war an hent a gas da Y Drenewydd.

Eno e oa Kastell Tafolwern, lez pennañ aotrouien kombod Cyfeiliog er Grennamzer, e kember ar stêrioù Twymyn hag Afon Iaen. E-pad ur pennad e voe lez ar priñs-barzh Owain Cyfeiliog.

Ganet e voe ar barzh kembraek Mynyddog e Llanbryn-mair, e 1833. Tremen a reas e yaouankiz en atant e dud eno. Beziet e voe eno ivez, goude e varv, e 1877. Ar pastor, skrivagner ha prezeger politikel Samuel Roberts (S.R.) a oa genidik eus Lanbryn-mair ivez.

Meur a gêriadenn a gaver er gumuniezh : Talerddig, Dolfach, Tafolwern, Pandy, Cringoed ha Pennant. Kreizenn gentañ ar gumuniezh a oa e Llan, war an hent da Llanidloes, el lec’h m’emañ an iliz-parrez. E 2011 e oa 920 a dud o chom e kumuniezh Llanbryn-mair ha 432 anezho a oa kembraegerien (48,2%)[3].

  1. Enwau Cymru
  2. Gwyddoniadur Cymru; Gwasg Prifysgol Cymru, p. 516
  3. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..