Dolanog

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar pont dreist an Efyrnwy e Dolanog

Dolanog zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e hanternoz kontelezh Powys, er gwalarn da Llanfair Caereinion. Emañ war lez ar stêr Efyrnwy e-harz torgenn Allt Dolanog. Ul lamm-dour, anvet "Rhaeadr Dolanog" zo eno.

Roudoù eus ur c'hreñvlec'h kozh zo e krec'h Allt Dolanog. Hebiou ar gêriadenn, en hanternoz dezhi, e tremen Hent Glyndŵr, un hent bale anvet evel-se en enor da Owain Glyndŵr.