Efyrnwy

Ar stêr Efyrnwy e-tal Llanymynech.
Ar stêr Efyrnwy zo ur stêr eus Powys e Kembre. Eienenniñ a ra e Lenn Efyrnwy, ha redek war-du ar reter, e-maez Kembre, da gejañ gant ar stêr Hafren e Swydd Amwythig e-kichen kêriadenn Melverley.
E lenn Efyrnwy e tegouezh dour meur a froud eus Y Berwyn. Alese e teu ar stêr e-maez da vont trema Llanwddyn. Un hanterlev pelloc'h e kej daou froud ganti en Abertridwr. Goude ez a war-du ar gevred dre gêriadennoù Pont Llogel, Dolanog ha Pontrobert.