Pontsenni
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Pontsenni pe Pont Senni (Sennybridge e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ hanter-hent etre Aberhonddu, er reter, ha Llanymddyfri, er c'hornôg.
Anvet eo Pontsenni diwar ar pont a zo dreist ar Senni, ur stêr vihan a ziskenn eus uhelennoù ar Fforest Fawr hag en em daol er Wysg e Pontsenni just a-walc'h. En hanternoz d'ar gêriadenn emañ Mynydd Epynt. E-touez ar c'hêriadennoù a zo tro-dro, emañ Defynnog er c'hreisteiz, Trecastell er c'hornôg ha Pentre'r-felin en hanternoz.
E Park Broadel Bannau Brycheiniog emañ Pontsenni.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rhydian Roberts, kaner