Senni
Neuz
Ur stêr vihan eus Powys, e reter Kembre, eo ar Senni, 11 km hed dezhi. Eieniñ a ra e Blaen Senni, en uhelennoù ar Fforest Fawr, e Parc Cenedlaethol Bannau Brycheiniog, nepell diouzh Fan Nedd, Fan Gyhirych ha Fan Fraith, er c'hreisteiz da Heol Senni hag er reter d'an hent pras A4067. Redek a ra etrezek an hanternoz, dre Heol Senni ha Defynnog, ha dont a ra Nant Treweryn da gejañ ganti, hag alese ec'h a d'en em deurel er stêr Wysg e Pontsenni.