Llangedwyn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz Sant Cedwyn, e Llangedwyn

Llangedwyn zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e biz Powys. Emañ war lez ar stêr Tanad, er biz da Llanfyllin hag er mervent da Groesoswallt, tost da harzoù Bro-Saoz.

Adsavet e voe an iliz, gouestlet da Sant Cedwyn, e 1870. E-kichen aradennad-venezioù Y Berwyn emañ Llangedwyn hag e-kichen lamm-dour Pistyll Rhaeadr ivez. Dismantroù kreñvlec'h Llwyn Bryn-Dinas zo en tolead ivez.

Betek 1996 e oa ar gumuniezh e kontelezh Clwyd. Ouzhpenn kêriadenn Llangedwyn he-unan, emañ pennkêr Sycharth er gumuniezh, al lec'h ma voe ganet Owain Glyndŵr.

E 2011 e oa 402 a dud o chom e kumuniezh Llanbryn-mair ha 84 anezho a oa kembraegerien (21,8%).[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .