Pilalau

Eus Wikipedia

Pilalau (Pilleth e saozneg) zo ur gêriadenn e kontelezh Powys, e Kembre, er mervent da Drefyclawdd, er c'hreisteiz d'an hent A488, tostik d'ar stêr Llugwy.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kichen Pilalau e c'hoarvezas Emgann Bryn Glas, unan eus ar pouezusañ emgannoù en istor Kembre, e Mezheven 1402, ma voe trec'h Kembreiz Owain Glyndŵr war arme saoz Edmund Mortimer, aotrou ar Marz, ha mont a reas Kembreiz da c'hwezhañ an tan e kêr saoz Leominster. Meneget eo an emgann gant William Shakespeare e-barzh e bezh-c'hoari Henry IV.