Betws Cedewain

Eus Wikipedia
Betws Cedewain, gant iliz Sant Beuno

Betws Cedewain (skrivet Bettws Cedewain e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kontelezh Powys. Emañ en hanternoz da gêr Y Drenewydd.

Betek 1914 e oa an darn vrasañ eus an douaroù hag an tiez-feurm e dalc'h maner Gregynog.

Gouestlet eo an iliz da sant Beuno. Eus ar XVIvet kantved eo an tour hag eus an XIXvet kantved an braz eus ar savadur. Dont a ra anv ar gêriadenn eus kantrev Cedewain.

Eus Betws Cedewain e oa ar barzh Lewys Dwnn (war-dro 1568 - 1616).

E 2011 e oa 445 a dud o chom e Betws Cedewain ha 84 a oa kembraegerien (19,3%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12. .