Mont d’an endalc’had

Aber-miwl

Eus Wikipedia
Kanol Trefaldwyn e-kichen Aber-miwl

Aber-miwl (Abermule eo ar stumm saoznekaet) zo ur gêriadenn eus Kembre, e reter kontelezh Powys. Emañ etre Y Drenewydd ha Trefaldwyn, war lez reter ar stêr Hafren, e kumuniezh Aber-miwl gyda Llandysul.

Anvet eo "Aber-miwl" abalamour d'ar stêr vihan Miwl a dremen drezi hag en em daol en Hafren. E-kichen ar gêriadenn e tremen Kanol Trefaldwyn, a-hed an Hafren.

En trowardroioù emañ dismantroù Kastell Dolforwyn, savet gant Llywelyn ap Gruffudd e 1273.