Mont d’an endalc’had

Llanfechain

Eus Wikipedia
Iliz Sant Garmon e Llanfechain

Llanfechain zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ er gwalarn da gêr Y Trallwng hag er mervent da Groesoswallt, a zo e Bro-Saoz, e kontelezh Shropshire.

War lez an Afon Cain emañ Llanfechain, hanter hent etre Llanfyllin ha Llansantffraid-ym-Mechain. Savet eo an anv Llanfechain diwar hini kantrev kozh Mechain. Gouestlet eo an iliz-parrez da Sant Garmon.

Eus Llanfechain e oa genidik ar barzh kembraek Gwallter Mechain (Walter Davies).

E 2011 e oa 465 a dud o chom e kumuniezh Llanfechain ha 90 anezho a oa kembraegerien (19,6%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..