Llanddewi yn Hwytyn

Eus Wikipedia
Iliz Llanddewi yn Hwtyn.

Llanddewi yn Hwytyn pe Hwytyn (Whitton e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Powys. Emañ er c'hreisteiz da Drefyclawdd, tost da Gleuz Offa.

Er gumuniezh emañ ivez kêriadennoù Disgoed, Casgob ha Pilalau. E Pilalau e voe trec'h Owain Glyndŵr en Emgann Bryn Glas e 1402. E 1870 e voe kavet korfoù-eskern e-kichen iliz Llanddewi yn Hwytyn ; krediñ a reer e oant relegoù ar soudarded a gemeras perzh en emgann-se.

E 2011 e oa 348 a dud o chom e kumuniezh Llanddewi yn Hwytyn hag 28 anezho a oa kembraegerien (8,1%)[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Enwau Cymru
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .