Mont d’an endalc’had

Llanfair Llythynwg

Eus Wikipedia

Llanfair Llythynwg, pe Llanfair Llwythyfnwg (Gladestry e saozneg)[1], zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Powys. Emañ er c'hreisteiz da gêriadenn Maesyfed, tost da harzoù Bro-Saoz.

Eus an XIIIvet kantved eo al lodenn goshañ eus an iliz. Tremen a ra Hent Kleuz Offa dre ar gêriadenn. E kombod Llwythyfnwg e oa Llanfair Llythynwg gwechall ha pa voe aloubet gant an Normaned e voe staget ouzh aotrouniezh Maesyfed.

Ouzhpenn kêriadenn Llanfair Llythynwg, e kaver er gumuniezh kêriadennoù Eglwys Newydd ha Llanfihangel Dyffryn Arwy.

E 2011 e oa 412 a dud o chom e kumuniezh Llanfair Llythynwg ha 27 anezho a oa kembraegerien (6,7%)[2].

  1. Enwau Cymru
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..