Llanbadarn Fynydd

Eus Wikipedia
Meur a Llanbadarn zo e Kembre.
Iliz Llanbadarn Fynydd

Llanbadarn Fynydd zo ur gêriadenn vihan, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys. Emañ hanter-hent etre Y Drenewydd en hanternoz ha Llandrindod er 'hreisteiz.

Emañ ar gêriadenn war lez ar stêr Ieithon. E-touez an torgennoù a zo tro-dro, emañ Moel Wilym (469 m) ha Moelfre (475 m) er reter hag Y Ddyle (485 m) er c'hornôg.

Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Padarn, evel meur a hini all e Kembre. Dismantroù ur voudenn-gastell zo er barrez, eus marea an Normaned hag anvet Castell y Blaidd.

E 2011 e oa 306 a dud o chom e kumuniezh Llanbadarn Fynydd ha 26 anezho a oa kembraegerien (8,8%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .