Mont d’an endalc’had

Llanllŷr-yn-Rhos

Eus Wikipedia
Iliz Llanllŷr

Llanllŷr-yn-Rhos, pe Llanllŷr hepmuiken (Llanyre e saozneg), zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys. Emañ er c'hornôg da gêr Llandrindod.

Ouzhpenn kêriadenn Llanllŷr-yn-Rhos, emañ ivez er gumuniezh kêriadennoù Pontnewydd ar Wy ha Llanfihangel Helygen. Er c'hornad emañ aspadennoù Kastell Collen, ur c'hreñvlec'h roman savet eno da reiñ bod da soudarded roman, war douaroù an Ordovices. E 2001 e oa 1 061 a annezidi er gumuniezh.