Libanus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Chapel Libanus.

Libanus zo ur gêriadenn eus Kembre, e-kichen Aberhonddu, e kreisteiz kontelezh Powys. Emañ e kumuniezh Glyn Tarell.

Er gêriadenn ez eus ur greizenn da zegemer an dud a zeu da weladenniñ Park Broadel Bannau Brycheiniog. Anvet eo ar gêriadenn diwar ur chapel, Chapel Libanus, anvet he-unan diwar stumm latin an anv Liban, un anv tennet eus ar Bibl, evel ma kaver kalz e Kembre.