Llanafan Fawr
Llanafan Fawr (pe Llanafan-fawr pe Llanafanfawr)[1] zo ur gêriadenn vihan, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Er c'hornôg da gêr Llanfair-ym-Muallt emañ, war lez ar stêr Chwerfru, a ziskenn eus menezioù Elenydd da vont d'en em deurel er stêr Irfon e-kichen Llanfair-ym-Muallt.
Dont a ra an anv eus hini sant Afan ("Afan Buallt" pe an "Eskob Afan", fl. 500-542). Hervez ar richenn e voe lazhet Afan e Brycheiniog e 542, gant Gouezeled pe gant Daned[2] E-kichen an iliz a zo gouestlet d’ar sant, e kaver ur wezenn ivin a c'hallfe bezañ bet eno ouzhpenn 2000 bloaz zo. Er Grennamzer e oa Llanafan Fawr pennlec'h kantrev Buellt.
Ar barzh Evan Evans (Ieuan Fardd) a voe person e Llanafan Fawr e dibenn ar bloavezhioù 1750.
E 2011 e oa 470 a dud o chom e kumuniezh Llanbryn-mair hag 58 anezho a oa kembraegerien (12,8%)[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Enwau Cymru
- ↑ Baring-Gould, Sabine & al. The Lives of the British Saints: The Saints of Wales and Cornwall and Such Irish Saints as Have Dedications in Britain, Vol. I, pp. 114 ff. Chas. Clark (London), 1908. Hosted at Archive.org. Accessed 14/10/2015.
- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..