Elenydd
Neuz
Elenydd (distaget [ɛˈlɛnɨð] e kembraeg) zo un tolead douaroù uhel e kreiz Kembre, etre Aberystwyth ha Rhaeadr Gwy. Ur rannvro torgennoù ha menezioù eo, a-dreuz reter Ceredigion ha Powys.
Er c'horn-bro-se emañ eien ar stêrioù Elan, Hafren, Ystwyth, Teifi, Tywi ha Gwy. Peurvuiañ e lakaer Elenydd d'en em astenn etre Pumlumon en hanternoz ha Mynydd Epynt er c'hreisteiz. Gwall zistank eo ar boblañs er rannvro-se, ken e reer "Desert of Wales" anezhi e saozneg.
Elenydd a raed ivez er Grennamzer eus ar pezh e oa kombod Deuddwr.[1]
Deveret eo an anv Elenydd eus an anv Elan, ur stêr eus ar vro, gant al lostger ydd a verk ur c'horn-bro.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lloyd, John Edward (1912). A History of Wales from the Earliest Times to the Edwardian Conquest. Longmans, Green, and Co.. Retrieved on 27 Here 2020.