Llangurig

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kreiz bourc'h Llangurig.

Llangurig zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kornôg Powys. Emañ war lez ar stêr Gwy, er c'hreisteiz da Llanidloes.

Kontañ a reer ez eo Llangurig ar gêriadenn uhelañ a zo e Kembre (300 m a uhelder). Annezet e oa gant 723 a dud e 2011.

Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Curig, a veve er Vvet kantved marteze. Hervez ar richenn e voe savet ur peniti gantañ el lec'h-se. Roet e oa bet un tamm douar dezhañ evit se gant tri mab Maelgwn Gwynedd, Ceredig, Mael ac Arwystl, hag a oa o domanioù (Ceredigion, Maelienydd hag Arwystli) o kejañ an eil gant egile e-kichen Llangurig (daoust m'emañ Llangurig e-unan en Arwystli).