Pentref Dolau Honddu

Eus Wikipedia

Pentref Dolau Honddu zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh.

Emañ er mervent da gêr Llanfair-ym-Muallt, war un hent a zeu eus Aberhonddu. Ar gêriadenn dostañ eo Capel Uchaf, er c'hreisteiz.

Emañ ouzh tor Mynydd Epynt, nepell diouzh eien an Afon Honddu, unan eus adstêrioù ar Wysg. Anvet eo ar gêriadenn ("pentref") diwar ar pradoù ("dolau") a zo war ribl ar stêr Honddu.