Llanddewi Ystradenni
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
- Ur bajenn Llanddewi zo ivez.
Llanddewi Ystradenni zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys. Emañ war lez reter ar stêr Ieithon, en hanternoz da gêr Llandrindod.
Er Grennamzer e oa Llanddewi Ystradenni e kombod Buddugre, e kantrev Maelienydd ; ur c'hastell, Kastell Buddugre, a voe savet eno en XIIvet kantved. Nepell diouzh ar gêriadenn emañ Abati Cwm-hir, e-lec'h ma voe beziet Llywelyn ap Gruffudd goude ma oa bet lazhet e-kichen Llanfair-ym-Muallt e miz Kerzu 1282.
E 1890 e voe savet an iliz a zo bremañ, met tammoù eus un iliz koshoc'h zo ivez.[1]
E 2011 e oa 310 a dud o chom e kumuniezh Llanddewi Ystradenni ha 27 anezho a oa kembraegerien (9,1%).[2]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ www.britishlistedbuildings.co.uk; 2015
- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .