Pont-faen

Eus Wikipedia
An Afon Ysgir e Pont-faen
Ur pennad Y Bont-faen zo ivez.

Pont-faen zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ war lez an Afon Ysgir Fawr, er gwalarn da gêr Aberhonddu.

Dont a ra anv ar gêriadenn eus ar pont kozh a zo dreist an Afon Ysgir Fawr. Nepell diouzh ar gêriadenn e kej an Ysgir Fawr gant an Ysgir Fechan da stummañ an Afon Ysgir, unan eus adstêrioù ar stêr Wysg.