Erwd
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Erwd, pe Erwyd (saoznekaet en Erwood) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ war lez kornôg ar Gwy, er c'hreisteiz da Llanfair ym Muallt. En Erwd e veze mesaerien deuet eus Mynydd Epynt o treuziñ ar stêr da vont da Vro-Saoz da werzhañ o deñved.
Ouzhpenn kêriadenn Erwd he-unan, ez eus kêriadennoù bihan all er gumuniezh : Crucadarn, Gwenddwr, Alltmawr ha Llaneglwys.
E 2011 e oa 429 a dud o chom e kumuniezh Erwd ha 80 anezho a oa kembraegerien.[1]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Welsh Language Skills, 2011. Office for National Statistics. .