Capel Uchaf

Eus Wikipedia

Capel Uchaf zo ur gêriadenn vihan e kreisteiz Powys, e Kembre. E kontelezh kozh Sir Frycheiniog emañ, ouzh tor Mynydd Epynt ha war lez an Afon Honddu, un adstêr d'ar Wysg.

Emañ ar gêriadenn er c'hreisteiz da gêr Aberhonddu. En-dro dezhi emañ kêriadennoù Merthyr Cynog, er gornaoueg, ha Castell Madog, Capel Isaf, Pwllgloyw ha Llandefaelog Fach er c'hreisteiz. En hanternoz emañ Pentref Dolau Honddu.