Mont d’an endalc’had

Tirabad

Eus Wikipedia

Tirabad zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e mervent Powys. Emañ war ribl ur stêr vihan, an Afon Dulas, hag en em daol en Afon Irfon. Emañ er c'hreisteiz da Llanwrtyd hag er biz da Llanymddyfri.

Er reter d'ar gêriadenn emañ uhelennoù Mynydd Epynt hag er c'hornôg emañ ar goadeg anvet Coedwig Crychan. Un hent bihan a gas da Gynghordy, e Sir Gaerfyrddin, er c'hornôg ha da Llangamarch en hanternoz.

Dont a ra an anv Tirabad eus "tir" (douar) hag "abad", abalamour ma voe roet un tamm mat a zouar eno da Abati Ystrad Fflur gant Rhys ap Gruffudd, priñs Deheubarth, er bloavezh 1164[1].

Evel e meur a lec'h all e kornad Mynydd Eppynt, e rankas kalz annezidi kuitaat ar gêriadenn da vare an Eil Brezel-bed, dre ma oa bet dibabet al lec'h gant arme Breizh-Veur da dachenn bleustriñ war an tennañ. Er bloavezhioù 1950 e oa kresket poblañs Tirabad en-dro pa voe plantet gwez er vro ha savet tiez nevez er gêriadenn[1].