Pipton

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pipton zo ur gêriadennig e kreisteiz kontelezh Powys. Emañ e korn-bro Brycheiniog, hanter-hent etre Y Gelli Gandryll hag Aberhonddu, e kumuniezh Bronllys.

Emañ Pipton etre ar stêr Gwy hag ar stêr Llynfi. Llys-wen, er gornaoueg, hag Aberllynfi (Three Cocks) er reter eo ar c'hêriadennoù tostañ.

E Pipton e voe sinet Feur-emglev Pipton etre Llywelyn ap Gruffudd ha Simon de Montfort e 1265, hag anavezet Llywelyn evel Priñs Kembre.