Mont d’an endalc’had

Llanbister

Eus Wikipedia
Iliz sant Cynllo, e Llanbister

Llanbister zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys, e Sir Faesyfed kozh. Emañ etre Llandrindod, er c'hreisteiz, hag Y Drenewydd, en hanternoz.

Emañ Llanbister war lez reter ar stêr Ieithon. Er Grennamzer e oa e-barzh kombod Maelienydd.

E-kreiz ar gêriadenn emañ iliz anglikan Sant Cynllo, a sav al lodennoù koshañ anezhi da zeroù ar XIVvet kantved[1].

E 2011 e oa 382 a dud o chom e kumuniezh Llanbister hag 36 anezho a oa kembraegerien (9,7%)[2].