Miwl
Neuz
Ar Miwl, pe Afon Miwl e kembraeg, pe River Mule e saozneg, zo ur stêr vihan eus Powys, e biz Kembre, ha 15 km dezhi. Adstêr eo d'an Hafren en Aber-miwl.
Eieniñ a ra war Bryn Ceri, er c'hreisteiz da gêriadennig Dolfor, etre Y Drenewydd hag an harzoù gant Bro-Saoz. Ac'hano e red trema'n hanternoz ha war-dro kêriadenn Ceri (ma oa kombod Ceri gwechall gozh) e tro war-zu ar reter. Dont a ra gwazhioù d'he c'hreskiñ dre ma treuz Coedwig Ceri, tost d'an harzoù.
Goude e tro adarre war-zu an hanternoz hag e tiskenn buan da gêriadenn Aber-miwl, hanter hent etre Y Drenewydd ha Trefaldwyn, ma ya da gemberiñ en Hafren.