Gwared
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gwared | ||
---|---|---|
Al Liger ha kaeoù Gwared. | ||
![]() | ||
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Ankiniz | |
Kanton | Gwared (pennlec'h) betek 2015, Ankiniz abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44213 | |
Kod post | 44370 | |
Maer Amzer gefridi | Claude Gautier 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Ankiniz | |
Lec'hienn web | www.varades.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 605 ann. (2013)[1] | |
Stankter | 164 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 13 m bihanañ 7 m — brasañ 74 m | |
Gorread | 45,82 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwared a oa ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro. Pennlec'h Kanton Gwared e oa. Varades eo an anv ofisiel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez al Liger emañ Gwared.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Varethda, 1038; Varadis, XIIvet; Vareda, 1120; Varesdam, 1123; Vareda, 1124, 1149, 1194, 1196; Varedam, 1287
Gerdarzh
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour e deir c'hebrenn en sabel
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Gwared e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwared hag e Bann Ankiniz. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Ankiniz [2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 98 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,14 % eus he foblañs e 1911 [3].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu alaman) [4].
- D'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij Junkers Ju 88 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e Gwared; an daou nijour a oa en e vourzh a voe lazhet, douaret e voent e Pornizhan[5].
Arondisamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1926 e voe lakaet ar gumun en Arondisamant Naoned pa voe diskaret Arondisamant Ankiniz. Lakaet e voe en Arondisamant Ankiniz pa voe adsavet e 1943.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Ankiniz pa voe diskaret Kanton Gwared e 2014 [6].
- D'ar 1añ a viz Genver 2016 e voe kendeuzet gant kumunioù Belenieg, Chapel-ar-Salver ha Kerrouz d'ober ur gumun nevez, Ligeraosant [7].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pont Gwared, dreist al Liger.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Arnous, pe Arnous-Rivière, aotrounez du Coteau | En argant e stêr gommek en geot, e gab en gul karget gant teir steredenn en argant. |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gevellet eo Gwared, ha kanton Gwared en e bezh, gant:
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Tref-y-clawdd | 1991 |
![]() |
Orscholz | 1985 |
![]() |
Bezid | 2000 |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Gwared
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ ABSA
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ ouestfrance.fr d'ar 6 a viz Genver 2016