Gregory Benford
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Gregory Benford |
Anv-bihan | Gregory |
Anv-familh | Benford |
Lesanv | Sterling Blake |
Deiziad ganedigezh | 30 Gen 1941 |
Lec'h ganedigezh | Mobile |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Implijer | University of California, Irvine, University of California, San Diego |
Bet war ar studi e | University of California, San Diego, University of Oklahoma |
Relijion | dizoueegezh |
Oberenn heverk | If the Stars Are Gods, Timescape |
Ezel eus | International Astronomical Union |
Lec'hienn ofisiel | http://www.gregorybenford.com/ |
Gregory Benford (Mobile, Alabama, 30 a viz Genver 1941 zo un astrofizikour hag ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
Kelenner enorus eo e Rann ar Fizik hag ar Steredoniezh e Skol-veur Kalifornia en Irvine. Ur c'hendaoler d'ar gelaouenn liberterour Reason eo ivez[1].
Anavezet eo evel aozer The Scarred Man ("Ar gwaz andennet", 1969), an istor kentañ diwar-benn ur viruz en un urzhiataer[2], hag evit ar stirad Galactic Center Saga (1977-94) a zeskriv ur brezel didermen etre boudoù bevedel speredek ha boudoù tredantreloc'hel ken speredek all.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Mobile (Alabama) e voe ganet Gregory Benford kent kreskiñ e Robertsdale ha Fairhope, en Alabama bepred. Un ofiser en US Army e oa e dad, neuze e tremenas G. Benford un tamm eus e vugaleaj en Alamagn hag e Japan goude an Eil Brezel-bed.
Goude bet dilennet Phi Beta Kappa[3] e tapas ur Bachelor of Science (un aotreegezh) war ar fizik e 1963 e Skol-veur Oklahoma e Norman, kent tapout ur Master of Science e Skol-veur Kalifornia e San Diego e 1965 hag un doktorelezh er memes skol-veur e 1967.
E 1967 end-eeun e timezas gant Joan Abbe ; daou vugel o devoe.
E 1971 e voe anvet da veskelenner e Skol-veur Kalifornia en Irvine, hag e 1979 e voe kelenner entitlet eno.
Skiantour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn d'e labour kelenn, Gregory Benford en deus embannet tremen 200 pennad skiantel war dachenn an astrofizik ha fizik ar plasma, skoret gant meur a aozadur stadel, NASA, CIA, NSK hag AFOSRE en o zouez.
War fizik ar plasma e labouras e Skol-veur Kalifornia, war ar strafuilhoù bras-meurbet dreist-holl, koulz ha war frammoù gwarellel kalonoù ha strinkadoù ar galaksiennoù. Kenlabouret en deus evit sevel damkan an "toulloù preñved" (wormholes).
Goude aet war e leve e 2006 e krouas Genescient Corporation, ur gompagnunezh bev deknologel a zastum genomoù loened ha tud evit krouiñ louzeier nevez a c'hellfe pareañ ar c'hleñvedoù henek a zeu gant an oad[4].
Skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 14 vloaz, e miz Mae 1955, Gregory Benford hag e vreur gevell James a grouas Void ("Goullo"), ur fanzine a voe pouezus en istor ar skiant-faltazi stadunanat[5] ; reoliek e voe embannet betek 1962 (niverenn 28) hag e miz Mezheven 1969 e voe an niverenn 29 ha diwezhañ[6].
E miz Mezheven 1965, ar gelaouenn Magazine of Fantasy and Science Fiction a embannas an istor kentañ gant Gregory Benford, Stand-In, a c'hounezas an eil priz en ur genstrivadeg diazezet war ur varzhoneg gant ar skrivagnerez SF Doris P. Buck (1898-1980).
Adalek 1969 e skrivas pennadoù diwar-benn an SF evit ar gelaouenn Amazing Stories.
Techet eo G. Benford da lakaat danvez tennet eus e enklaskoù skiantel en e istorioù, ar pezh a ra ur skrivagner SF kalet
anezhañ.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Listenn glok ha troidigezhioù @ Internet Speculative Fiction Database
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Reason
- ↑ (en) Easton, Tom & Dial, Judith K. : Visions of Tomorrow – Science Fiction Predictions that Came True, Skyhorse, 2010 (ISBN 978-1-60239-998-3)
- ↑ ΦΒΚ,
Φιλοσοφία Βίου Κυβερνήτης Filosofía Víou Kyvernítis
"ar brederouriezh eo gouarnouerez ar vuhez", zo ur vreuriezh studierien donezonet-meurbet a vez dilennet e-kerzh o zrede pe bevare bloaziad studi. - ↑ {{en]] Genescient
- ↑ (en) Nicholls, Perter : An introduction to Gregory Benford
- ↑ (en) Void er Fanac Fan History Project
|
|