Cleirwy

Eus Wikipedia
Cleirwy gwelet eus an oabl.

Cleirwy pe Cleiro (Clyro e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter kontelezh Powys. Emañ tost d'an harzoù gant Bro-Saoz, er gwalarn da Y Gelli Gandryll hag er reter da Aberhonddu.

John Wesley, diazezer ar vetodegezh, a voe o chom hag o prezegenniñ e Cleirwy alies. Anavezet eo ar gêriadenn ivez abalamour da Francis Kilvert a voe person enni er bloavezhioù 1870 hag a gontas e vuhez war ar maez en e skridoù.

E 2011 e oa 781 a dud o chom e Cleirwy ha 67 a oa kembraegerien (8,8%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2015-10-07. .