John Wesley

Eus Wikipedia
John Wesley

John Wesley a oa ur beleg anglikan hag un doueoniour saoz. Ganet e voe en Epworth e Lincolnshire d'ar 17 Mezheven 1703.

Gant ur strolladig anvet Klub santel (Holy Club) e labouras, da gentañ e diabarzh an Iliz anglikan, da neveziñ ar feiz kristen. Evel-se e krogas pezh a voe anvet an hentennouriezh

D'an 24 Mae 1738 en defe bet un doare "sklerijennadenn" he defe e lakaet da brezeg dizehan, evel ma reas da skouer e Lannwennep e Kernev-Veur e 1781.

Mervel a reas e Londrez d'an 2 C'hwevrer 1791.