Mont d’an endalc’had

Kerneveureg

Eus Wikipedia
Kerneveureg
Kernowek
Digresk ar c'herneveureg etre 1300 ha 1750
Distagadur kəɾˈnuːəkkɛɾˈnɛwɛk

Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Rannvro Kernev-Veur Kernev-Veur

Steuziadur Tebek : 26 Kerzu 1777
(† Dorothy Pentraeth)[1]
Nevezadur • 20 kerneveureger
"a-vihanik" e 2000[2]
• Yezh pennañ 557 den
e 2011[3]
Yezherien ~ 3 500

Familh-yezh Yezhoù indezeuropek

Stummoù SWF Standard Written Form
(Furv Skrifys Savonek)
Lizherenneg Latin
Statud ofisiel
Anavezet gant ar Rouantelezh-Unanet
d'ar 17 Kerzu 2002[4]
Akademiezh Keskowethyans
an Taves Kernewek
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 kw
ISO 639-2 cor
ISO 639-3 cor – Kerneveureg a-vremañ
cnx – Krenngerneveureg
oco – Hengerneveureg
Kod SIL COR
Glottolog corn1251
Obs. Ling. 50-ABB-a

Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh

Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg.

Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an XVIIIvet kantved a-raok mont da get, met adalek an XXvet kantved e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an deiz, hag er bloavezh 2002 e voe anavezet ez-ofisiel evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet, hervez Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver.

Ur gevredigezh, Keskowethyans an Taves Kernewek ("Kevelerezh ar Yezh Kerneveurek", Cornish Language Partnership e saozneg), a laka ar yezh da vont war-raok er gevredigezh a-vremañ.

E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar rouedad skolioù divyezhek Dalleth ("Kregiñ") e Kernev-Veur.

Kerneveureg zo en ul lodenn eus lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.

E 1935, ar BBC e Plymouth a skignas un ton anvet Bo Goth agan Tasow kanet gant laz Austol, Kernow. Dianav-krenn e oa ar c'herneveureg d'an darn vuiañ eus ar selaouerion ; evel kembraeg distaget fall e oa e skouarn an nemorant anezho. Kent ar saozneg koulskoude e veze komzet yezhoù predenek e Breizh-Veur.

Ar Gelted e Preden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Annezidi Enez Vreizh e-tro 600 AB

Er c'hentañ milved KAB e voulc'has ar Gelted aloubiñ Preden, eleze Enez Vreizh, hag hollbredenek e oa pan erruas ar Romaned e 43 AB.

E mervent an enez dreist-holl e rejont o annez, betek Exeter, hep aloubiñ Kernow. Kembre ha Bro-Skos ne aloubjont ket ivez, goude klasket meur a wezh evelkent. E kreiz ha reter an enez en em veskas al latin gant ar predeneg.
E deroù ar Vvet kantved ez eas ar Romaned kuit, ha Saksoned a voulc'has aloubiñ an enez d'o zro. A-hed ar Vvet hag ar VIvet kantvedoù e tec'has strolladoù bras a Gelted predenek d'ar c'hevandir, kalz anezho o klask repu en Aremorica.

Heñvel eo yezh annezidi Aremorica ouzh hini an dud a zeue eus Kernow hag eus Kembre – brezhonegerion e oant-holl ; lod eus an divroidi a zibabas em staliañ pelloc'h, e-touez Kelted all ivez a-hed aod hanternozel al ledenez iberek, e Galiza hag Asturies a-vremañ.

Kelted a chomas en Enez Vreizh evelato ; eus Kernow ha Devon e paotjont a-dreuz Kembre betek Cumberland ha Linne Chluaidh, al lec'h hanternozelañ ma voe komzet predeneg (gwelit Dùn Breatann, "kreñvlec'h ar Vretoned").
Kevrediñ a eure ar Gelted e-tal ar Saksoned, hogen faezhet e voent da vat ha da viken en Emgann Winvaed e 655. Etre teir lodenn e voe rannet ar Gelted goude-se :

  • ar braz anezho a voe bountet betek penn kornôgelañ an enez, ma savjont ur vro zizalc'h a anvjont Cymru,  "kenvro" , hag a voe anvet Weahlas, "bro an estrenion" gant ar Saksoned, alese Wales ;
  • ur vro all anvet Cymru ivez a voe stummet en norzh kent bout lonket gant rouantelezh keltiek Bro-Skos en XIvet kantved, hag e dibenn an XIIvet kantved e rankas ar roue kodianañ gant an enebour ha reiñ Cymru da zigoll — Cumbria ha Cumberland a eure ar Saksoned anezhi ; da get ez eas ar predeneg enni, met kalz anvioù-lec'h keltiek zo chomet, ha tost-tre da hini Kernow eo an doare gouren a vez graet eno ;
  • e mervent Enez Vreizh en em unanas Kelted Devon (ar boblad Dumnonii) ha Kernow (Cornovii) er rouantelezh anvet Dumnonia, met nebeut-ha-nebeut e voe aloubet gant ar Saksoned dre ar reter ; da get ez eas Dumnonia, ha ne voe Kelted nemet e rouantelezh Kernow, a veze graet Cornu-wealas anezhi gant ar Saksoned, alese Cornwall ; gwarezet un tamm e oa ar rouantelezh-se gant ar stêr Tamer.

Abalamour d'an disrann douaroniel-se e krogas ar yezhoù predenek da ziforc'hekaat.
Beuzet er yezhoù romanek abaoe an Xvet kantved eo bet predeneg an divroidi a oa aet d'al ledenez iberek ; lonket gant gouezeleg Skos hag ar saozneg e voe predeneg Cumbria en XIvet kantved.
Predeneg Aremorica — ar brezhoneg — e emdroas drezhañ e-unan ; predeneg Cymru — ar c'hembraeg — a grogas da vleuniañ gant ul lennegezh pinvidik-tre ; en Hanternoz Kozh e voe skrivet ar varzhoneg "kembraek" kentañ, a oa e predeneg e gwirionez, ha dres en hevelep yezh hag an hini a gomzed e Kernow.

Hengerneveureg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pajenn gentañ Vocabularium Cornicum

Eus an IXvet kantved avat eo an testeni kerneveurek kentañ, ar bomm ud rocashaas, "[ar spered] a argarzh al lec'hioù teñval", ur spisc'her war un eilskrid eus De Consolatione Philosophiae ar prederour roman Boethius (~480-524), ar pezh a ziskouez e oa pouezhus perzh ar c'houizieion gerneveurat e sevenadur lez ar roue Ælfred Micela[5].

Er bloaz 927 e voe skarzhet Kerneveuriz eus Exeter gant ar roue Æthelstan ; Hywel, roue Kernow, a asantas paeañ truaj, hag e 936 e voe lakaet ar stêr Tamer da harzoù ofisiel etre Kernow ha Wessex[6]. En desped da gement-se, Æthelstan ne lezas ket Kerneveuriz e peoc'h : kentañ tra a reas e voe erlec'hiañ ar sevenadur sakson ouzh an hini keltiek er manatioù — hep mar ebet e voe distrujet kalz dornskridoù hengerneveurek, pa ne gaver skrid ebet eus ar mare-se.

Menegoù kerneveurek zo bet kavet en un dornskrid eus an Xvet kantved anvet St Petroc Gospels ("Avieloù sant Petrek") ha Bodmin manumissions ("frankizadurioù Bosvenegh")[7] ; e marzhoù ar skrid e latin e voe enrollet frankizadur sklaved e kerneveureg[8]. Ar skrid kerneveureg nemetañ eo a zo kent da aloubadeg Enez Vreizh gant an Normaned e 1066.

E 1153-1154 e skrivas al lenneg Jowann Kernow (Iohannes Cornubiensis ha Iohannes de Sancto Germano e anvioù latin[9]) ur varzhoneg anvet Prophetia Merlini, a zisklêrias bout un droidigezh eus un dornskrid kerneveurek bet kollet[10].

E-tro ar bloaz 1200 e voe aozet ar c'hentañ geriaoueg latin-kerneveurek, Vocabularium Cornicum ; hervez ar yezhoniour Kenneth H. Jackson ez eo skrivet en ur yezh a c'heller lakaat etre an hengerneveureg hag ar c'hrenngerneveureg[11]. Ur rann eus ul labour brasoc'h eo, anvet Cotton MS Vespasian A XIV[12].

E dielloù eskopti Exeter, ma oa bet John de Grandisson eskob adalek 1327 betek e varv e 1369, ez eus meneget un tabut e parrez St Buryan : ar barrezidi a renk uhelañ a glemme e galleg, ar re all e kerneveureg, troet e galleg gant Henry Mars(e)ley, rektor parrez Lannyust[13].
Lod beleion saoz ne brezegent e Kernow nemet e latin, e galleg pe e saozneg : mar felle d'ar feizidi kompren e rankent deskiñ ar yezh ; e 1335 avat, ur breur Roger eus Truru a voe aotreet da brezeg e kerneveureg, hag ur breur John eus Bosvenegh da ober e kerneveureg hag e saozneg ; e 1339 e voe aotreet ur parrezad e St. Merryn nes Lannwedhenek da skoazellañ ar vikel da "skignañ Komz Doue en iliz-se e kerneveureg"[14].

E-keit-se edo ar C'hallaoued o klask peurlazhañ kement yezh a oa en Enez Vreizh. Galleg an Normaned e oa yezh ofisiel ar rouantelezh, ar saozneg hag ar yezhoù all a veze lakaet da vrizhyezhoù ar chaokerion plouz ; darbet e voe d'ar saonezg mont da get.
Hervez un dekred e kêr Oxford e 1325 e ranke an holl gendivizoù eno bout e latin pe e galleg ; ul lezenn er Parlamant e 1331 a zekredas e oa hollret kelenn ar galleg d'an holl vugale skoliataet. Emsavadeg a voe kent kreiz ar c'hantved, o c'houlenn ma vije ar saozneg kenofisiel ; gant Kerneveuriz kerneveuregerion vrudet avat e oa lusket an emsavadeg-se : an holloueziadurour John of Trevisa, ar yezhadurour John of Cornwall hag ar c'helenner Richard Pencrych[15]. Buan a-walc'h e voe distroadet ar galleg, pa ne veze kelennet nemet e saozneg er skolioù e 1385[16]. E 1413 e voe ofisiel el Lez.
Dre saveteiñ ar saozneg, an tri C'herneveurad o devoa boulc'het lazhañ o yezh dezho. Saozneg e-lec'h galleg an Normanded a veze komzet gant an uhelidi e Bro-Saoz, ha tamm-ha-tamm e voe graet heñvel e Kernow ar Reter. Ar vourc'hizien a yeas d'o heul, ha dizale ne voe nemet an dud vunut o komz kerneveureg hepken. Troerion a veze rekis alies. Kreñv a-walc'h c'hoazh evelato e chome ar yezh e deroù ar XVvet kantved : kerneveureg hepken a veze komzet e kornôg ar vro, saozneg hepken er biz, divyezhek e oa an nemorant eus an dud — ha pa vez divyezhek an dud ne vezont ket pell o tilezel ar yezh na glot ket gant ar c'henwerzh.

Krenngerneveureg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare deroù ren Henry VIII of England (1509) e oa emdroet an hengerneveureg e oa e krenngerneveureg, evel m'en diskouez an dornskrid Harley MS 1782, Pascon agan Arluth, ur varzhoneg eus ar XVvet kantved e 259 foz a-zivout Pasion Jezuz ; hennezh eo ar c'hoshañ skrid kerneveurek a zo deuet betek ennomp, hag an hini nemetañ a zo enlivet[17].

Er XVvet ha XVIvet kantvedoù e voe ar c'herneveureg en e varr, evel m'en diskouez an niver a skridoù a zo bet miret : barzhonegoù dreist-holl, ha pezhioù-c'hoari relijiel a veze diskouezet dindan an amzer dre an dugelezh a-bezh[18] evit kelenn ar Bibl da Gerneveuriz en o yezh, rak latin pe saoznek hepken e oa al levrioù. Biskoazh ne voe troet ar Bibl e kerneveureg, padal e oa bet graet e kembraeg hag en iwerzhoneg.

Brezelioù an Div Rozenn (22 a viz Mae 145516 a viz Mezheven 1487) a bouezas ivez war ar c'herneveureg, rak kalz uhelidi eus Kernow a gemeras perzh er c'hadoù, ma voent lazhet pe riet eus o danvez, ar pezh a lakaas uhelidi saozon d'em staliañ e Kernow ; rediet e voe o implijidi da saoznegañ, hag izelaet e voe an dud na ouient nemet kerneveureg : ret e oa gouzout saozneg evit sevel er gevredigezh.
Ne voe ket kemmet an traoù gant an Azginivelezh hag ar moullañ, e saozneg e veze kelennet ha netra ne veze moullet e kerneveureg, a chome brizhyezh ar re zizesk hag ar beorion. Hep marebet, ur ramparzh enep peurvougadur ar yezh e voe ar pezhioù-c'hoari, Pascon agan Arluth o vout unan eus ar re goshañ anezho.

Deroù Origo Mundi : "En tas a nef y'm gylwyr..."
Beunans Meriasek, follenn 56 verso

An Ordinalia eo brasañ labour ar mare, tri fezh ennañ ha 8734 linenn en holl : Origo Mundi (2 846 linenn)[19], Passio Christi (3 242 linenn)[20] ha Resurrexio Domini (2 646 inenn)[21] ; kerneveurek eo ar skrid, ha latin al leurenniñ.

E 1504 e voe echuet gant Dominus Radulphus Ton skrivañ ar pezh-c'hoari Beunans Meriasek a-zivout buhez Meriadeg[22] ; ar pezh-c'hoari predenek nemetañ a zo deuet betek ennomp eo.

Er bloaz 1547, ar roue Edward VI a zekredas e ranke The English Book od Common Prayer, levr-liderezh ofisiel Iliz Bro-Saoz bet krouet nevez a oa (1534), bout degaset da Gernow ; hollret e oa skarzhañ kement boaz keltiek, ha pa vije bet azasaet gant an Iliz katolik roman, hag ar yezh keltiek da-heul. Emsavadeg a voe e 1548, hag un armead 6 000 den a dreuzas ar stêr Tamer hag a lakaas seziz war Exeter m'edo an eskopti saozneger. Faezhet e voe Kerneveuriz daousy d'o c'halonegezh bout bet anavezet gant ar Saozon, kondaonet d'ar marv e voe o renerion, hag ar saozneg a voe lakaet da rekis en holl dachennoù ar vuhez e Kernow. Ur sinadeg e 1560 evit ma vije troet ar Bibl e kerneveureg a voe nac'het. heskinet e voe ar gristenion gatolik er vro, ar pezh a dorras pep liamm etre Kerneveuriz ha Bretoned : goude 1560 ne gaver mui anv breizhat ebet e marilgoù ar parrezioù kerneveurat, daoust da Gerneveuriz bout bet katoliked kent dekred Edward VI.
Goude-se e voe graet al lu gant ar c'herneveureg er pezhioù-c'hoari ; e deroù ar XVIIvet kantved ne chome nemet un dornad tud ha ne ouient nemet kerneveureg, war-bouez e penn pellaén ar vro, kostez Porth Ia, Lujuan, Zennor ha Pedn an Wlas

A-hed ar XVIIvet kantved ez eas stad ar c'herneveureg war washaat. Un oberenn lennegel gerneveurek hepken eus ar c'hantved-se zo bet miret : Gwreans an Bys, "Krouidigezh ar Bed", bet skrivet e 1611 diwar an Origo Mundi bet meneget amañ a-uc'h[23].
E dibenn ar c'hantved, un nebeud lenneien a sante edo ar c'herneveureg war-nes mont da get en em vodas evit studiañ ar yezh hag he lennegezh ; meur a abeg a gavjont d'an diskar : diouer a zanvez lennegel nevez, koll an darempredoù etre Kernow ha Breizh, koll ar mojennoù hag an hengoun treuzkaset a rumm da rumm dre ar yezh, disgasted Kerneveuriz e-keñver o sevenadur ha da get e oa aet an abadennoù c'hoariva relijiel. Lod lenneion kostez Pennsans avat a glaskas saveteiñ ar yezh hag he c'has war-raok dindan ren John Keigwin (1641-1716) ; ganto e voe boulc'het treiñ ar Bibl evit astommañ an dud ouzh o yezh dre ar relijion, ha krennlavaroù ha lavarennoù ar pemdez a zastumjont ivez. Adwelet Pascon agan Arluth hag an Ordinalia a rejont.
Er strollad-se edo John ha Thomas Boson eus Lulynn, a oa bet desavet e kerneveureg ha lakaet d'e studiañ pizh gant o zad Nicholas Boson (1624-1708) ; gantañ e voe aozet an daou skrid kerneveurek nemeto eus ar XVIIvet kantved a zo deuet betek ennomp : Nebbaz Gerriau dro tho Carnoack ("Un nebeud gerioù a-zivout ar c'herneveureg")[24] ha Jowan Chy-an-Horth, py, An try foynt a skyans ("Yann Chy-an-Horth, pe, An tri foent a skiant")[25]

En eil hanterenn ar XVIIvet kantved (1676) e varvas e Godhyan, e-tal Porth Ia a-dreuz ar pleg-mor, ur vaouez anvet Cheston Merchant oadet 64 bloaz ; meneget eo e marilh ar parrez ne ouie nemet kerneveureg, ar pezh a ziskouez e oa bet kavet iskis ne oa ket bet divyezhek[26]. Dre ziouer a lennegeh kerneveurek ha dre forzh drevezañ ar Saozon o devoa Kerneveuriz kollet pep santad broadel ; ne veze mui komzet ar yezh d'ar vugale, gant ma ont ma vijent "nammet" er gevredigezh.

Buan ez eas implij ar yezh war ziskar adalek deroù an XVIIIvet kantved : e 1700-01 e voe ar yezhour Edward Lhuyd e Kernow, ma kontas 25 parrez hepken ma oa ar c'herneveureg yezh-vamm an dud, an holl anezho etre Pedn an Wlas hag An Lysardh (Lizard Point)  ; merkañ a eure ne veze komzet ar yezh gant ar vourc'hizion "peogwir ne oa ket ezhomm, rak an holl Gerneveuriz a oar saozneg."[27]. E Porth Ia 1722 ne veze komzet nemet gant ar besketaerion hag ar vengleuzerion[26].
Al lenneg kerneveurat William Borlase (1695-1772) a embannas e 1754 en e Antiquities of Cornwall ur c'heriaoueg kerneveurek peogwir e felle dezhañ "ober un dra ziaes-tre : adkavout ur yezh kollet"[28].
Er bloaz 1746, an amiral Samuel Barrington a gasas gantañ ur martolod kerneveureger da Vreizh ; war an distro e skrivas d'e vreur an istorour Daines Barrington (1727/28-1800) e voe komprenet diouzhtu ar martolod gant Breizhiz. An istorour e-unan a yeas e 1768 da atersiñ Doaryte Pentreath (~1692-1777) e Porthenys, ha diwar e zanevell e teu ar vojenn a gont e vije bet an it. Pentreath an den diwezhañ o c'haout ar c'herneveureg da yezh-vamm.[29] Meur a zen a zisklêrias bout kerneveuregerion goude marv D. Pentraeth, en o zouez an ao. Thompson eus Truru a skrivas unan eus tri bezkrivadur an it. Pentreath (e saozneg)[30].

E 1790 e voe embannet Archæologia Cornu-Britannica William Pryce (1735-1790) m'emañ yezhadur ha geriaoueg fonnus E. Lhuyd, ha meur a skrid kerneveurek ouzhpenn.[31] Peogwir en devoa W. Pryce lakaet labour E. Lhuyd dindan e anv-eñ e voe tamallet dezhañ bout ur goubreizher gant ur studier war an euskareg, ar brezhoneg hag ar c'herneveureg, ar priñs Louis-Lucien Bonaparte (1813-1891)[32] Talvoudus-kenañ e oa bet labour spis W. Pryce koulskoude, rak diwarnaén e c'hallas al lenneg Edwin Norris (1795-1872) embann e 1859 div levrenn an Ancient Cornish drama, da lavaret eo an Ordinalia e kerneveureg hag e saozneg.[33],[34]

An Dispac'h Greantel a ziorroas mengleuzioù e Kernow, ar pezh a gasas ar c'herneveureg da get pe dost : den ne zalc'he soñj anezhi er c'hêrioù brasoc'h-brasañ ha pinvidikoc'h-pinvidikañ, an hentoù-houarn hag an hentoù nevez a zegasas mui-ouzh-mui a Saozon, ha Kerneveuriz o-unan a zisoñjas o yezh hag o sevenadur evit doare. Kalz gerioù kerneveureg a chomas e saozneg Kernow evelato.
Nemet ez eus bet renablet kerneveuregerion a-vihanik a-hed an XIXvet kantved gant lenneion, Robert Williams (en devoa kavet an dornskrid Beunans Meriasek) ha Frederick W. P. Jago en o zouez. Gant R. Williams e voe embannet Lexicon Cornu-Britannicum e 1865, ur geriadur kerneveureg-saozneg gant heñvelsterioù e kembraeg, brezhoneg, iwerzhoneg, gouezeleg Skos ha manaveg[35] ; F. Jago a embannas ur geriadur kerneveureg-saozneg e 1887[36].

Pouezus-kenañ e voe labour al lenneion-se, hogen nebeut a verzh a reas er-maez eus metoù o c'henseurted abalamour d'an enkadennoù armerzhel a sankas Kernow er baourentez adalek kreiz ar c'hantved : diezhomm e oa ar mengleuzioù, rak marc'hatmatoc'h e oa enporzhioñ staen pe [[kouevr[gouevr]]] eus lec'hioù all en Impalaeriezh Breizh-Veur, kudennoù bras a voe gant gounezerezh ha peskerezh ar vro er bloavezhioù 1870.  Pysk, sten ha cober !  ("Peskes, staen ha kouevr !") e oa yec'hedoù hen Kerneveuriz ; da  Pri Sina ha touristed !  e oa troet er bloavezhioù 1920[37].

Ny a-yl gweles hag aswon bos an tavas kernewek tavas coth, ha trueth yu y-vos kellys.
 Ni a c'hall gwelet hag anzav ez eo ar yezh kerneveurek ur yezh kozh, hag un druez eo e vefe kollet 

Peter Beresford Ellis, The story of the cornish language, p. 1

A-c'houde penn-kentañ an XXvet kantved ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh-se da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale er skolioù kentañ-derez hag er skolioù eil-derez. Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg.


Doareoù-skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz.

  • An hini koshañ, Kernewek Unys ("kerneveureg peurunvan"), zo bet savet war batrom skritur an testennoù eus ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved. Ijinet eo bet gant Robert Morton Nance e 1929.
  • An hini implijetañ, Kernewek Kemmyn ("kerneveureg kumun"), hag a vez graet gantañ gant 90% eus ar gerneveuregerien d'an nebeutañ, zo bet savet gant Ken George er bloavezhioù 1980. Klasket en deus Ken George chom an tostañ ar gwellañ ouzh fonologiezh ar c'herneveureg krenn evel ma'z eo bet adkrouet en e dezenn ("The Pronunciation and Spelling of Revived Cornish", 1986).

Nac'hañ a ra kerneveuregerien zo ober gant Kernewek Kemmyn, sañset "re vrezhonek" hervezo.

  • E 1995 en deus krouet Nicholas Williams an trede doare-skrivañ, Kernowek Unys Amendys ("kerneveureg peurunvan kempennet") en ur reizhañ fazioù bet graet gant Nance.
  • Tud all a soñj dezho e vefe gwelloc'h chom tost ouzh yezh an XVIIIvet kantved. Ober a reont gant ur skritur saoznekaet hag a vez graet Kernuack Nowedga ("kerneveureg modern") anezhañ.
  • Implijout a ra ar barzh kerneveureger Tim Saunders ur sistem ijinet gantañ e-unan hag a zo ur seurt mesklaj kemmyn-brezhonek.
  • E 2008 e voe lakaet an FSS (Furv Skrifys Savonek) da zoare-skrivañ ofisiel ar yezh gant Keskowethyans an Taves Kernewek, da vezañ implijet er skolioù hag er melestradurezh. Anavezout a ra an FSS div "rannyezh" a-vremañ, an eil diazezet war ar c'hrenngerneveureg hag eben war ar c'herneveureg diwezhat.

Hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg eo ereadurezh ar c'herneveureg. Hañval ouzh hini ar brezhoneg eo ar fonetik ivez, met henaekoc'h eo. Ar gerioù zo dishañvaloc'h ; neoazh, gerioù ar c'herneveureg zo hañvaloc'h ouzh re ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg ; bout zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg ar Grennamzer pe an amzer a-vremañ) zo c'hoazh ivez.

Ur skrid krenngerneveurek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Setu amañ poz kentañ ur varzhoneg krenngerneveurek eus ar XVvet kantved, Passyon agan Arluth ("Pasion hon Aotrou"), diwar an dornskrid Harleian N. 1782 hag a zo miret er British Museum e London ; gant Goulven Pennaod ez eo bet aozet e nevezkerneveurek ha troet e brezhoneg[38].

Tays ha mab han speris sans
wy abys a levn golon
Re wronte zeugh gras ha whans
ze wolsowas y basconn
Ha zymmo gras ha skyans
the zerevas par lauarow
may fo ze thu ze worthyans
ha sylwans zen enevow

Tas ha Map ha'n Spyrys Sans
Why a bys a lun golon
Re wrontyo dheugh gras ha whans
Dhe wolsowes y Bassyon
Ha dhymmo gras ha skyans
Dh'y dheryvas par del won
May fo dhe Dhew dh'y wordhyans
Ha sylwans dhe Crystenyon

Tad ha Mab ar Spered Santel
A bedfet a wir galon
Da aotren deoc'h gras ha c'hoant
Da selaou e Basion
Ha din-me gras ha skiant
Da zanevell hevelep lavarezhoù
Evit ma vo bri da Zoue
Ha salvidigezh da'n eneoù

Un destenn e kerneveureg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Penn-kentañ an destenn grenngembraek Pwyll Pedeuic Dyued troet e kerneveureg ; skritur Kernewek Unys.
Pwyll Pensevyk Dyved o arluth war seyth keverang Dyved. Hag ef ow tryga yn Arberth, y ben-lys, whans o dhodho mos helghya. An ran a'y dyr a vynna helghya o Glyn Cuch, ha'n nos-na ef eth war y hens a Arberth ha dos bys dhe Llwyn Diarwyd. Hag ena y fu an nos-na. Ha ternos, yn yowynkneth an jeth, sevel a wruk ha dos dhe Lyn Cuch, rak dyllo y gun y'n cos. Y whethas an corn ha dalleth an helva, ha holya y helgun, ha kelly y gescowetha. Hag ef ow colsowes orth lef y vagas-hel, y clewas lef nep bagas aral hag y nyns ens unlef, hag yth esens ow tos erbyn y vagas-ef. Hag ef a welas lanergh y'n cos, o leven y don. Ha pan dheth y helgun dhe vyn an lanergh, ef a welas carow arak an bagas-hel aral. Hag yn ogas dhe gres an lanergh, otena'n bagas esa war y lergh ow talghenna ynno ha'y dewla dhe'n dor. Ena y fyras orth lyw an cun, hep predery a vyras orth an carow. Hag a'n helgun oll re welsa y'n bys, bythqueth ny welsa cun o unlyw gansa-y. Ha'ga lyw o gwyn golow splan ha'ga dywscovarn o cough. Ha kepar del derlentry gwynder an cun yndella y terlentry coughter aga dywscovarn. Gans henna ef a gerdhas dhe'n cun ha chassya dhe ves an re na a lathsa an carow, ha bosa y gun y honen war an carow.

Keñveriañ ar C’herneveureg gant ar yezhoù predenek all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dorothy Pentraeth
Engravadur diwar gouevr, 1781
Brezhoneg Kerneveureg
(Kernewek Kemmyn)
Kerneveureg
(FSS)
Kembraeg
Butuniñ Megi [ˈmɛˑɡɪ] Megi Ysmygu
C'hwibanañ Hwibana [ʍɪˈbaˑna] Hwibana ~ Whibana Chwibanu
Er-maez Yn mes [ɪnˈmɛːz] Yn-mes Allan/Mas
Gavr Gaver [ˈɡaˑvəɾ] Gaver Gafr
Genoù Ganow [ˈɡaˑnɔw] Ganow Genau
Gwenanenn Gwenenenn [ɡwɛˈnɛˑnɛn] Gwenenen Gwenynen
Gweuz Gweus [ɡwœːz] Gweus Gwefus
Gwiñver Gwiwer [ˈɡwiˑwɛɾ] Gwiwer Gwiwer
Hiziv Hedhyw [ˈhɛˑðɪw] Hedhyw Heddiw
Kador Kador [ˈkaˑdɔɾ] Kador ~ Cador Cadair
Keuz Keus [kœːz] Keus Caws
Kouezhañ Koedha [ˈkoˑða] Kodha ~ Codha Cwympo
Niver Niver [ˈniˑvɛɾ] Niver Rhifyn
Perenn Perenn [ˈpɛˑɾɛn] Peren Peren
Skol Skol [skɔˑl] Skol ~ Scol Ysgol
Sterenn Sterenn [ˈstɛˑɾɛn] Steren Seren
Ti Chi [ʧiː] (KN: [ʧəj]) Chi ~ Chei
Deskiñ Desky [dœˑski] Dysky Dysgu
  • Setu amañ ur ganaouenn gerneveurek troet e brezhoneg.

Briel ha mata... tressa... peswara... pympves... hweghves... seythves...
A dus eus ena war an treth a wel an kogow ma...
Hag omdidhana oll an jedh heb let na payn na pla...
Gwrewgh perthi kov ahanan-ni a weyth ha dydh ha nos,...
On parys prest erbynn an kri “Towl ros ! Towl ros ! Towl ros !”...
Yn awel, glaw hag ergh ha rew an kerdyn ni a hal...
Na bysow kromm na brehow brew ny lest dhyn rag an hwel...
Ha hwi yn agas gwelyow tomm ow koska kudhys klos...
Gostydh on ni dhe derros tromm, rag karrek, mor ha fros...
Gwrewgh dybri agas pysk ytho, y’n bosti po yn tre...
Hag ewlbos uhel re’gas bo ! Ha byner re bo le !

Ur brezhell hag e vignon... trede... pevare... pempvet... c’hwec’hvet … seizhvet …
A dud a zo eno war an draezhenn a wel ar bagoù-mañ...
Dalc'hit soñj ac’hanomp-ni, a labour deiz ha noz,...
Ha ne reont 'met diduiñ e-pad an deiz hep nep redi na poan na kleñved...
Omp prest ouzh ar huch “Taol roued ! Taol roued ! Taol roued !”...
En avel, glav hag erc’h ha riv ni a sach ar gordennoù...
Na bizied kromm na brec’hioù brev ne dalc’h deomp ouzh an trevell...
Ha c’hwi en ho kweleoù tomm o kousket kuzhet klok...
Kostez omp-ni d’an dorosenn drumm, rak karreg, mor ha froud...
Grit debriñ ho pesk eta, en ostaleri pe en ti...
Hag ilboued uhel ho pefe ! Ha bihanoc’h ne devoe morse !

Mont pelloc’h ganti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù e ti Imbourc’h
  • Ann tri Ofyg, levrig pedennoù e kerneveg en implij en Iliz anglikan niv. 185 1985 ;
  • Koen ann Arloedh, levrig-oferenn niv. 06/1 1987 ;
  • Alc’hwez ar c’herneveg eeun, gant Ken George, 40 p., ha troidigezh ger-ha-ger e brezhoneg eus al levr pedennoù kerneveg embannet a-ziforc’h niv. 186 1985 ;
  • Penaos e varvas ar c’herneveg ? Gant P.A.S. Pool ha Ken George niv. 187-188, 62 p.;
  • Geriadur arnevez Kernaouek-brezhonek ha Kernaouek-Saoznek, gant Tim Saunders niv. 237/1 1989, 80 p.;
  • Diorreadur ar c’hernaoueg, gant Ken George niv. 276, 30 p.

Lennegezh troet e kerneveureg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kerneveureg er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. (en) Ken George, Cornish + George & Broderick, The Revived Languages: Cornish and Manx, e : Martin J. Ball, The Celtic Languages, Routledge, 2009 (ISBN 978-0-415-42279-6)
    • (en) Christopher Moseley, Encyclopedia of the World's Endangered Languages, Routledge, 2010 (ISBN 978-0-415-56331-3)
  2. (en) Magakernow
  3. (en) Renabl ar rouantelezh-Unanet e 2011.
  4. (en) European Charter for Regional or Minority Languages
  5. (en) 'University of Oxford, 15/06/2006. Kavet : 21/03/2022.
  6. (en) 'Cornwall County Council'. Kavet : 21/03/2022.
  7. (en) British Library, Add. MS 9381. Kavet : 21/03/2022.
  8. (en) Jones, Hether Rose. 'Cornish (and Other) Personal Names from the 10th Century Bodmin Manumissions'. Kavet : 21/03/2022.
  9. Genidik eus Sancti Germani, a zo Lannales.
  10. (fr) Fleuriot, Léon (1974). Les fragments du texte brittonique de la “Prophetia Merlini”. In : 'Études celtiques, 1974, 14-1, pp. 43-56. Kavet : 21/03/2022.
  11. (en) Jackson, Kenneth Hurlstone (1953). Language and history in early Britain : a chronological survey of the Brittonic languages, 1st to 12th c. A.D.. Edinburgh : Edinburgh University Press, 1971 (ISBN 978-0-85224-116-5)
  12. (en) British Library, Cotton MS Vespasian A XIV. Kavet : 21/03/2022.
  13. (en) 'The register of John de Grandisson, bishop of Exeter, p. xliv. Kavet : 21/03/2022.
  14. [...] expound the Word of God in the said church in the Cornish language ; Ellis 1971 p. 11.
  15. Ellis 1971 p. 12.
  16. (en) 'The Polychronicon Ranulf Higden, troet gant John of Trevisa. Kavet : 21/03/2022.
  17. (kw) (en) British Library, Harley MS 1782. Kavet : 21/03/2022. ; gant Goulven Pennaod e voe troet e brezhoneg : Passyon agan Arluth — Pasion hon Aotrou, Preder, kaier 232-234, Here-Kerzu 1978
  18. D'an 17 a viz Meurzh 1337 e voe krouet Dugeth Kernow gant Edward III of England.
  19. (kw) (la) 'Origo Mundi'. Kavet : 21/03/2022.
  20. (kw) (la) 'Passio Christi'. Kavet : 21/03/2022.
  21. (kw) (la) 'Resurrexio Domini'. Kavet : 21/03/2022.
  22. (kw) (la) 'Beunans Meriasek'. Kavet : 21/03/2022.
  23. (kw) (en) Stokes, Whitley. Gwreans an Bys – The Creation of the World. New York : Wentworth Press, 2019 (ISBN 978-0-469-54643-1)
  24. (kw) (en) Boson, Nicholas (1680). Nebbaz Gerriau dro tho Carnoack — Notes on the Cornish Language, notennoù gant Williams, Nicholas J. A.. AAAA : Agan Tavas, 1999 (ISBN 978-1-9014-0902-4)En-linenn.
  25. (kw) (en) En-linenn
  26. 26,0 ha26,1 Ellis 1971, p. 19.
  27. (en) Lhuyd, Edward. Archaeologia Britannica, Vol. 1 : Glossography. Oxford : Theater, 1707, p. 252 (traoñ). Kavet : 21/03/2022. ; ur yezhadur kerneveurek zo el levr-se, an dornlevr kentañ a-zivout ar yezh-se eo.
  28. (en) Pool, P.A. S.. William Borlase. Royal Institution of Cornwall, 1986.
  29. D. Pentraeth a ouie un tamm saozneg, nemet e nac'he respont er yezh-se :  My ny vynnav kewsel Sowsnek !  "Me ne vennan (ket) kaozeal saozneg !" e veze kustum da lavaret.
  30. (en) Spriggs, Matthew. The Three Epitaphs of Dolly Pentreath. In : Cornish Studies 18(1), 2010, pp. 203-224. Kavet : 21/03/2022.
  31. (en) (kw) 'Archæologia Cornu-Britannica'. Kavet : 21/03/2022.
  32. Arc'hantet en devoa un embannadur e 1857 e London eus troidigezh wenedek Aviel sant Vazhe gant Christoll Terrien. Kavet : 21/03/2022.
  33. (kw) (en) 'Ancient Cornish drama, levrenn 1. Kavet : 21/03/2022.
  34. (kw) (en) 'Ancient Cornish drama, levrenn 2. Kavet : 21/03/2022.
  35. (en) (kw) 'Lexicon Cornu-Britannicum'. Kavet : 21/03/2022.
  36. (en) (kw) Geriadur F. W. P. Jago. Kavet : 21/03/2022.
  37. Ellis 1971, p. 23.
  38. Passyon agan Arluth, Preder, kaier 232-234, Here-Kerzu 1978.




Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.