Dalleth

Eus Wikipedia

Dalleth ("kregiñ") oa un aozadur bet krouet evit skoazellañ an dud a felle desevel o bugale e kerneveureg. Gantañ e veze aozet kampadennoù hag oberoù diudi all, peurliesañ da geñver darvoudoù all liammet ouzh ar c'herneveureg. Embann a reas ivez levrioù ha dafar kelenn e kerneveureg, en o zouez meur a droidigezh diwar ar yezhoù keltiek all.

D'ar muiañ-holl e oa un dousenad familhoù o kemer perzh en aozadur, met dre ma oant o vevañ e pevar c'horn ar vro e teuas da vezañ gwall diaezet sevel traoù en un doare ingal, evel skolioù-mamm.

War wanaat a reas al luskad pa oa bet staliet da vat ar c'hernewek kemmyn ("kerneveureg kumun") rak kenderc'hel a reas reoù eus an izili oberiantañ d'ober gant ar c'hernewek unyes ("kerneveureg unvan").

Enteuzet e oa bet adarre Dalleth gant Kowethas an Yeth Kernewek ha n'a ket en-dro ken evel un aozadur drezañ e-unan.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]