Lannales
Neuz
Lannales (saozneg: St Germans, diwar anv iliz Sancti Germani) a zo ur gêr e reter Kernev-Veur e rannbarzh Karadon war lez aber ar stêr Tamer. Bevañ a rae tud ar gêr-mañ diwar ar pesketaerezh betek an XIXvet kantved ha kenderc'hel a rae ar porzh da zegemer marc'hadourezh evel keuneud ha glaou betek ar c'hantved diwezhañ.
E Lannales e oa lec'hiet sez Eskob Kernev-Veur betek ma oa bet enteuzet an eskopti gant hini Exeter e 1050.
Gevellet eo Lannales gant Plougerne.
|