Porthenys
Neuz
Porthenys[1] pe Porthynys (Mousehole e saozneg) zo ur porzh-pesketa bihan eus Kernev-Veur, e parrez keodedel Pennsans, e korn-bro Pennwydh.
Betek ar XVIvet kantved e oa unan eus porzhioù pouezusañ Kernev-Veur. Tamm-ha-tamm ez eas war an diskar goude-se. Bremañ eo deuet an touristerezh da vezañ pouezus ha kalz tiez-hañv zo.
Soñjal a reer ez eo Pennwydh al lodenn diwezhañ eus Kernev-Veur ma chomas bev ar c’herneveureg. Dolly Pentreath, kontet da vezañ bet ar gerneveuregerez diwezhañ hag a varvas e 1777, a voe beziet e Porthenys. Ur monument en enor dezhi zo bet savet eno.